Eujen ar Rouz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
Ganet eo Eugène Le Roux e 1893. Goude-se e kemeras an anv-barzh « Evnig Penn-ar-C'hoad », anv al lec'h e-lec'h ma oa o chom hag a zo anvet « Le Chef du Bois » war banelloù-hent [[Peurid-ar-Roc'h]] ! ! Pa oa bugel c'hoazh e kemeras perzh e gouelioù kentañ [[Bleuñ Brug]] hag a oa aozet gant kure yaouank [[Sant-Nouga]], [[Yann-Vari Perrot]], e [[kastell Keryann]], e [[Bro-Leon]]. Deuet eo da vezañ tamm-ha-tamm saver kanaouennoù ha pezhioù-c'hoari. Dont a rae brud dezhañ amañ hag ahont e Bro-Dreger dre ma kemere perzh e gouelioù a bep seurt. Ezel e oa eus [[Breuriezh ar Brezhoneg]], ha skrivañ a rae e kelaouennoù evel "[[Arvorig]]".
 
E 1922, ez eas Evnig Penn-ar-C'hoad da Bariz da labourat e Ministrerezh an Arc'hantaerezh hag an dra-se a reas e-pad dek vloaz. Evnig a oa d'ar c'houlz-se ezel eus Kelc'h Keltiek Pariz ha barner er c'henstrivadegoù displegañ ha kanañ e brezhoneg hag a veze dalc'het bep bloaz eno. Distroet eoe oa da Vreizh e 1933 rak anvet e oa bet da dailhanter eda [[Rosko]].
 
Degemeret e voe gant ar [[Goursez]] pe [[Gorsez]].
Linenn 11:
Aet eo da Berwenan/[[Perwenan]] war e leve-kozhni en 1956 hag eno e kendalc'has da labourat war hon sevenadur. Degemer a rae a bep seurt tud en e di. Da skouer, mont a reas [[Makoto Noguchi]] da vrezhonegañ gantañ alies.
 
Marvet ha douaret eo bet e [[Plougouskant]] e 1976.
 
==Skrivagner==