Gwelfed ha Gibellined : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
 
==Gwelfed==
'''Gwelf''' (''Guelfo, Guelfi'' el liester, en [[italianeg]]) a dle dont eus Welf, anv-tiegezh duged [[Bavaria]]. A-hervez e oa bet lugan en emgann [[Weinsberg]] e 1140. Er c'heid-se edo an enebourien, an tiegezh Hohenstaufen eus Swabia, renet gant [[Konrad III]], o huchal anv Waiblingen, anv ur c'hastell. Anv Waiblingen, distaget "Wibellingen" moarvat, a droas da ''Ghibellino'' en italianeg .
 
Degouezhout a reas an anvioù-se er vro hag er yezh e-kerzh ren [[Frederig Barbarossa]]. Pa reas brezel en [[Italia]] evit kreskiñ e c'halloud impalaer eno e voe anavezet tud e gostezenn evel Gibellined (Ghibellini). Tud ar gostezenn all, bodet er C'hevre Lombard, a zifenne frankizioù ar c'heodedoù ouzh an Impalaer a voe an vet Gwelfed. Faezhet e voe Frederig ganto en emgann Legnano e 1176. Plegañ a rankas an impalaer hag anavezout emrenerezh ar C'hevre Lombard, atav dindan e aotrouniezh met war ar paper nemetken.
 
An disrann etre an div gostezenn, Gwelfed ha Gibelined, a voe lakaet splann e-pad ren Frederig Barbarossa eta en XIIvet kantved.