John Keats : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: vi:John Keats
Linenn 5:
==Buhez==
Ganet e oa en un tiegezh a renk izel ha mervel a reas e dad digantañ pa ne oa nemet 10 vloaz. Abredik e stagas da studiañ [[Henlennegezh|henlennegezhioù]] [[Hellaz]] ha Roma ha hini e amzervezh. Marvet e vamm e [[1810]] e rankas deskiñ ar vicher [[surjian]]. E [[1814]] avat e tilezas ar studi evit skrivañ hag e tarempredas metoù ar skrivagnerien. Buan e reas anaoudegezh gant arzourien evel [[Leigh Hunt]], [[Percy B. Shelley]] pe [[Benjamin Robert Haydon]]. Gant Leigh Hunt e voe skoazellet da embann e varzhoneg kentañ, ''Lines in Imitation of Spencer'', en ur gelaouenn e miz Mae [[1816]].<br>
E [[1817]] e teuas a-zindan ar wask e dorkad barzhonegoù kentañ a varzhonegoù, anvet ''Poems'', met ne reas tamm berzh ebet. Dilezet ma oa bet gant e vreur George a oa aet da chom da [[Norzhamerika|Amerika]] e klaskas reiñ harp d’e vreur Tom a oa tapet gant ar boeson hag a varvas diwar se e [[1818]].<br>
D’ar c’houlz-se eo e krogas Keats da labourat war-dro e varzhoneg veur ''Endymion'', embannet e 1818.<br>
Savet eo ar varzhoneg-se, a ya da vagañ peder levrenn, diwar henvojennoù Hellaz, ha hini Endymion, a oa bet lakaet da gousket gant [[Zeus]] abalamour da ziwall e gened da viken. Er c’heid-amzer-se eo e pegas ar c’hleñved ennañ.<br>