Wikipedia:Pajenn gaozeal : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Benoni (kaozeal | degasadennoù)
Benoni (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 45:
*<span id="markup" />'''Arabat implij re ar greskidigezhioù''': Ar re-mañ a zo an ''destenn en italek'', an '''destenn e druz''' ha dreist-holl ar PENNLIZHERENNOÙ, hag a zo un doare '''''HUCHAL''''', ha '''''SAFAR!!!!!'''''. Seurt doare skrivañ a wana un arguzenn hag ouzhpenn-se e c'hellont feukiñ an implijerien all a c'hell en em santout taget. Ar skritur italek (al lizherennoù stouet), implijet mat, a c'hell bezañ talvoudus evit diskouez gerioù pouezus un arguzenn, disheñvelaat titl un oberenn, hag all.
*<span id="concise" />''' Skrivañ berr ''': Ma'z eo re hir ho skrid, hiroc'h eget 100 ger, berrait mar plij. Kemennadoù re hir a zo diaes da gompren, ha alies ne vezont ket lennet zoken.
*<span id="layout" />'''Derc'hel d'ur framm sklaer''': Skrivit sklaer (adlennit ar pezh ho peus skrivet a-raok embann, mar plij!), gerioù ha frazennoù komprenus, diwallit da adlavarout ar memes tra, heuilhit an alioù roet izeloc'h e keñver pajenn-aozañ.
*<span id="archives" />'''Lenn an dielloù''': Alies e vez kavet dielloù gant ar pajennoù kaozeal, enno kaozeadennoù kozh. Ma'z oc'h un embanner nevez d'ar pennad, bezit sur da lenn an dielloù-se, kuit d'ober fazioù zo bet graet dija, sevel goulennoù zo bet respontet dezho dija, pe mont tre e barzh tabutoù zo bet dirouestlet dija.
*<span id="english" />'''Implij brezhoneg''': Brezhonegerien eus ar bed a bezh a zo war ar wikipedia-mañ. Den ebet n'eo sañset gouzout ur yezh all eget ar brezhoneg.