Wikipedia:Pajenn gaozeal : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Benoni (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 33:
===Penaos implij ar pajennoù kaozeal===
* <span id="communicate" />'''Kemenn''': Strivit da skrivañ sklaer ha fraezh evit bezañ komprenet mat gant ar re all. Kaout doujañs ha skrivañ en un doare habask a servij atav. Ur mennozh mat e vez atav displegañ soñjoù en un doare fraezh. Reiñ ur soñj hep displegañ muioc'h ne servij ket kalz. Displegañ sklaer ar soñjoù a c'hell sikour da gendrec'hiñ ar re all ha da dizhout ur [[kenemglev|c'henemglev]].
* <span id="topic" />'''Derc'hel d'an tem''': Ar bajenn gaozeal stag ouzh ur pennad a zo graet evit komz eus ar pennad, ha n'eo ket eus traoù all, re bell diouzh ar gaoz, nag evit flapañ na klakennat. Gwellaat ar pennad eo ar pal da dizhout, netra ken. Ma z'eo ur poent hollek a fell deoc'h sevel, kit d'an davarn. Ur gaozeadenn re hollek pe hep liamm gant ar pennad a c'hell bezañ kaset d'al lec'h dereat gant ur merour pe un implijer all, gant ma lavarintlavaro fraezh petra oen deus graet.
* <span id="positive" />'''Bezañ pozitivel''': Pajennoù kaozeal ur pennad a rank bezañ implijet da reiñ alioù ha kendivizout war an doareoù da wellaat ur pennad. N'int ket graet evit pizmigañ eta, na tagañ ar pennad, na labour ur c'henlabourer (ha pa vefe bet graet ur fazi gant unan bennak). Ma soñj deoc'h avat ez eus un dra bennak a-dreuz er pennad ha ma ne ouezit ket penaos e wellaat, menegit kement-mañ evel-just war ar bajenn kaozeal: implijerien all o do moarvat kuzuilhoù mat evit diskoulmañ ar gudenn.
* <span id="objective" />'''Bezañ objektivel''': Pal ar bajenn kaozeal a zo tizhout, war ar pennad, ur [[Wikipedia:Sav-poent neutrel|sav-poent neutrel hag objektivel]], diazezet war andonioù a c'heller fiziout enno. Arabat eta implij ar pajennoù kaozeal evit lakaat e mennozioù personel da dremen. Ar gwellañ tra d'ober a zo diazezañ an eskemm war daveoù resis en diavaez da wikipedia (levrioù da skouer) ha gwelet penaos kinnig en un doare neutrel an daveoù-se ma z'eus savioù-poent disheñvel.