Zavier Langleiz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Ul livour e voe [[Xavier Langleiz]] da gentañ penn. Ur skrivagner brezhonek e voe ivez. Difenner ar feiz ha Breizh e voe war dachenn ar mennozhioù.
 
==Buhez==
Ganet eo [[Xavier Langleiz]] (Xavier de Langlais) e Sarzhav d’ar 7/04/[[1906]]. Mab da Roje Langleiz ha da Varc’harig Huchet du Germeur eo. Da skol an arzoù-kaer e [[Naoned]] ez eas e-pad daou vloaz pa grogas da labourat gant «[[Unvaniezh ar Seizh Breur|Unvaniez ar Seiz Breur]]»(1924). War un dro e studie [[gwenedeg]] o komz gant tud ar vro. E 1926-27 ez eas da Bariz da studiañ e skol an arzoù-kaer ha d'ar [[Sorbonne]] e-pad daou vloaz. E Pariz eo e teskas brezhoneg al levrioù hag e tarempredas gant [[Roparz Hemon]]. Hiviziken a vo anavezet Langleiz a zeuas da vezañ tresour-livour. Rener ar gevredigezh-se e voe betek 1953. Kelenner e voe e skol an arzoù-kaer e Roazhon adalek 1948 hag ec'h aozas neuze livadurioù pe boltredoù hag ivez traoù brav- meurbet e pri-poazh. E 1931 e timezas Langleiz gant Annaig Du Chatelier e Kohanno. E 1962, e voe priziet gant priz New York evit ul livadur. Mervel a reas e [[Roazhon]] d'ar 14/06/1975.
 
==Mennozhioù==
 
Ur Breizhad kristen e oa Langleiz, tost a-walc'h e- keñver mennozhioù ouzh an emsav kentañ, hini Feiz ha Breiz. An div vammenn-se o deus awenet e arz,e daolennoù koulz hag e skridoù, en defe dizoloet pe donaet an anaoudegezh anezho pa oa e [[Cambo]], o welout e oa eno ur yezh na oa ket galleg hag oc'h ober anaoudegezh gant ur beleg okitan, an Ao. Tarrazé a vo bras e levezon warnañ.

Evit unvaniñ ar brezhoneg e oa, sinet en deus e 1941 gant meur a skrivagner all evit an doare-skrivañ brezhoneg [[peurunvan]] (evel hini ar skolioù dre-vras). Bep bloaz e vez roet priz lennegel, «[[Priz Langleiz]]» d'ul levr e brezhoneg. E-touez ar re eo bet aet ar maout ganto e c'heller menegiñ [[Yann Gerven]] e 1986, evit e romant polis « Brestiz o vreskenn ».
 
Pal an arzour eo klask tizhout ar vraventez, ar gened, tec'hout diouzh ar vilder, pe enebiñ en eil ouzh eben. Ar rebech bet graet dezhañ a-wechoù eo bezañ bet taolennet re vrav ar re vat (e varzhonegoù, «sukr roz» gouez da lod) ha re deñval ar re fall, pa n'eo ket ken eeun an traoù. Kinklañ a reas bolzioù ha mogerioù un nebeud ilizoù.
 
==Oberennoù==