Marsel Klerg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Marsel Klerg, [[Marcel Le Clerc]], a oa ur beleg katolik, desket-bras war ar relijion, al lennegezh hag war ar yezhoù (galleg, gallaoueg, latin, gresianeg, okitaneg, kembraeg...). Lakaet en deus e brezhoneg barzhaz [[Aneirin]] ha [[Llywarch Hen]]. Ur skrivagner brezhonek a oa ivez, anvet gwelloc’h gant e lennerien brezhoneg dindan an anv [[Klerg]], [[Klerg Llydaw]], pe c'hoazh [[Kloareg ar Menez]].
 
==Buhez==
 
Ganet e oa bet e [[Plevael]] ([[Plémet]] SB 22) d'an 12 a viz Du 1912. Skoliataet eo bet e Sant Charlez, [[Sant-Brieg]], a-araok mont da gloerdi bras ar gêr-se. Beleget e voe e 1936. Desket en deus komz brezhoneg pa oa kure yaouank e Kemper-Gwezhenneg hag e Ploubêr. Goude marv kriz (drouklazhet e voe e 1944) e berson, an aotrou P.M. Lec'hvien, e teuas da vezañ stourmer evit ar yezh. Bet eo kadoriad kentañ Kuzul ar Brezhoneg (1959-1964). Marvet eo e Bear e 1984 d'an 28 a viz Gouere 1984.
 
==Oberennoù==
E obererezhioù
 
An aotrou Klerg a zo bet krouer ar gelaouenn vrezhonek Barr-Heol war Feiz Breizh. Staliet e Ploubêr e-kichen Lannuon, ha goude e anvidigezh, e Bulien, ez eo bet embannet Barr-Heol etre 1953 ha 1978. Dre-vras e komzed diwar-benn ar relijion, evel m'en diskouez an anv Barr-Heol war Feiz Breizh. An oatrou Armañs ar C'halvez (Armand Le Calvez) a zo bet e-pad pell skoazeller brasañ Marsel Klerg e raktres Barr-Heol.
Linenn 13:
Bet eo Klerg ivez en ur stumm dizoloer Anjela Duval, ha bez' en doa kalz a zoujañs eviti.
 
E oberennoù
Graet en deus kalz war-dro skridoù relijiel. Troidigezhioù relijiel e-leizh en deus graet, moulet en deus levrioù liderezh. Graet en deus kalz evit ar brezhoneg, e seizh gwellañ d’an nebeutañ, a-benn lakaat an traoù da vont war-wellaat, peogwir e oa stad ar Vretoned spontus evitañ. Neuze evit lakaat an traoù da cheñch, en doa c’hoant da sevel stalioù da reiñ labour d’ar Vretoned, da zigeriñ skolioù e brezhoneg, da lakaat ar pennadurezhioù da blegañ a-benn krouiñ ur vuhez vreizhat vodern.
===Relijion===
E oberennoù
 
Relijion
 
Labouret en deus kalz evit reiñ d'e genvreudeur peadra d'ober o lidoù hag o fedennoù e brezhoneg.
 
* Ar bibl santel, 1954
* Ar bibl santel : Habakouk, 1955
* Aviel sant Mark, Emb. Barr-Heol, 1959
* Sulioù ar C'horaiz ha Sul Fask, Emb. Barr-Heol, 1961
* Seurez Kerwenan (Dom Duchauchix), 1962
* Aviel santel hervez Lukaz, Emb. Barr-Heol, 1964
* Skritur sakr : Lizher da Filemon, 1964
* Ofisoù ar C'horaiz hag ar Basion, Emb. Barr-Heol, 1965
* Ofisoù ar Pentekost ha gouelioù ar sent, Emb. Barr-Heol, 1965
* Leksional 3, Emb. Barr-Heol, 1970
* Ritual ar briedelezh, Emb. Barr-Heol
* Badeziant ar vugale, Emb. Barr-Heol
* Lidoù ar goñfirmasion, Emb. Barr-Heol
* Lennadurioù kristen. I. Azvent. Imbourc'h
* Lennadurioù kristen. II
* Lennadurioù kristen. III. Amzer Fask. Imbourc'h
* Lennadurioù kristen. IV. Amzer ordinal A. Imbourc'h
* Lennadurioù kristen. V. Amzer ordinal B. Imbourc'h
* Lennadurioù kristen. VI. Amzer ordinal C. Imbourc'h
* Lennadurioù kristen. VII. Amzer ordinal D. Imbourc'h
* Lennadurioù kristen. VIII. Gouelioù ar Sent. Genver-Ebrel. Imbourc'h
* Lennadurioù kristen. IX. Gouelioù ar Sent. Mae-Mezheven. Imbourc'h
* Lennadurioù kristen. X. Gouelioù ar Sent. Gouere-Eost. Imbourc'h
* Lennadurioù kristen. XI. Gouelioù ar Sent. Gwengolo-Here. Imbourc'h
* Lennadurioù kristen. XII. Gouelioù ar Sent. Du-Kerzu. Imbourc'h
 
===Troidigezhioù===
 
* Seurez Kerwenan, Embannadurioù Barr-Heol, 1958
* Canu Llywarc’h Hen, Hor Yezh, 1983
* Canu Aneirin, Hor Yezh, 1984
* Otello, Al Lanv, 2007
* Romeo ha Julieta, Al Lanv, 2007
 
Dastumadoù pennadoù ha danevelloù
 
* Un Deiz a viz Mae, Mouladurioù Hor Yezh
* Faltazi an amzerioù kent, Mouladurioù Hor Yezh, 1999
* A-greiz kalon ar vro, Mouladurioù Hor Yezh, 2007
 
Pennadoù a zo bet skrivet en Al Liamm (diwar lec'hienn www.alliamm.com)
Ur steredennig * a gaver dirak an droerien
 
*Niv.12 ; p89 ; Studi ; O yezh a viront ; Klerg Llydaw
*Niv. 22 ; p5 ; Barzhoneg ; Stafell Gynddylan ; *Klerg
*Niv. 22 ; p26 ; Danevell ; Un devezh hañv ; Kate Roberts & *Klerg
*Niv. 27 ; p45 ; Danevell ; Kontadenn eus Friz an hanternoz ; Reinder Brolsma & *Ronan Huon & *Marsel Mari Klerg
*Niv. 28 ; p48 ; Eñvorennoù ; Ur weladenn da abati Bodgwenn ; Marsel Mari Klerg
*Niv. 29 ; p13 ; Danevell ; Un deiz a viz Mae ; Klerg
*Niv. 31 ; p42 ; Danevell ; An Eostig-Bailh ; Marsel Mari Klerg
*Niv. 32 ; p9 ; Barzhoneg ; Noz Kala-Mae ; Marsel Mari Klerg
*Niv. 42 ; p19 ; Danevell ; Ar Mesaer-Gwinvered
*Niv. 44 ; p45 ; Studi ; Pemp bloavezh eus istor Israhel e-keñver arboellerezh ; *Klerg
*Niv. 53 ; p12 ; Danevell ; O c'harzhata ; Klerg
*Niv. 56 ; p14 ; Danevell ; An degouezh mat ; Vecchio Piemonte & *Klerg
*Niv. 58 ; p46 ; Eñvorennoù ; Konterion Bro-Dreger ; Marsel Mari Klerg
*Niv. 61 ; p68 ; Studi ; Diaesterioù Hungaria Sosialist ; Yann Boupinod & *Klerg
*Niv. T22 ; p6 ; Studi ; Adsavidigezh ar c'herneveg ; Caradar & *Marsel Mari Klerg
*Niv. 199 ; p97 ; Studi ; Gaston Latimier (1924-1980) ; Klerg
*Niv. 210 ; p40 ; Studi ; Añjela (1905-1981) ; Klerg
*Niv. 215 ; p389 ; Studi ; Mezheven-Even ; Klerg
*Niv. 216 ; p43 ; Studi ; Traoù nebeut anavezet ; Klerg
*Niv. 218 ; p180 ; Danevell ; Steredenn ; Klerg
*Niv. 218 ; p214 ; Studi ; E-skeud Sant Jakez Kompostella ; Klerg
*Niv. 219 ; p302 ; Studi ; Levrioù ; Klerg
*Niv. 224 ; p214 ; Studi ; Ma 'velkent ha goude ! ; Klerg