Diforc'hioù etre adstummoù "Meven Mordiern"

544 okted ouzhpennet ,  13 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D
{{LabourAChom}}
 
'''Reun ar Rouz''' ('''René Le Roux'' diouzh e anv ofisiel'), anavezetoc’h dindan e anv-pluenn '''Meven Mordiern''', zo ur skrivagner brezhonek hag ur yezhour gouiziek war ar [[brezhoneg]] hag an [[hengeltieg]]. Ganet e voe d'an [[29 Here|29 a viz Here]] [[1878]] e [[Bourdel]] ha mervel a reas d'ar [[4 C'hwevrer|4 a viz C'hwrevrer]] [[1949]] e [[Kintin]]. Bet eo eus krouerien ar brezhoneg unvanet, asambles gant [[François Vallée]].
 
==Yaouankiz==
==Emgav gant ar Gelted hag ar brezhoneg==
E [[1920]], pa gollas e vamm, e tivizas mont da chom da [[Porzhig|Borzhig]] pa oa dija 42 vloaz hag en doa kalz a arc'hant war-lerc'h e dud. Entanet e oa bet gant istor ar [[Kelted|Gelted]] kozh hag e kave dispar bezañ gouest da zeskiñ unan eus ar [[yezhoù keltiek]] a oa bev c'hoazh. Studiañ a reas ar brezhoneg muioc'h evel un danvez-studi eget evit e gomz gant tud ar vro. Dont a reas da vezañ un arbennigour war sevenadur ar Gelted hag ur c'heltiegour gouiziek-meurbet. Seblantout a rae dezhañ e oa e gefridi adsevel ar brezhoneg betek ober anezhañ ur yezh a live uhel evit ur vro arnevez. Kregiñ a reas da genlabourat gant Frañsez Vallée a droas e brezhoneg 12 levrig savet e galleg gant Mordiern hag embannet etre 1914 ha 1924 dindan an talbenn "Notennou diwar-benn ar Gelted koz". Pa zivizas mont da Vreizh e tibabas chom e kêriadenn Sant-Elouri e-barzh parrez Porzhig, pa oa nepell diouzh annez Frañsez Vallée hag hini ar c'heltiegour [[Emil Ernod]].
 
Gant diskar talvoudegezh al lur-gall e voe rivinet Meven Mordiern hag e renas bloavezhioù diwezhañ e vuhez er baourentez vrasañ. Mervel a reas en ospital Kintin d'ar 4 a viz C'hwevrer 1949, ha douaret e voe e Sant-Brieg, e-kichen e vignon Francois Vallée, a-drugarez da vrokusted an itron Sant-Pêr, prenet ganti bez an Ao.David (breur an eskob) a oa vak.
 
Reiñ a reas Meven Mordiern e levraoueg da c’houarnamant SUA, hag emañ e levraoueg ar C’hendalc’h e Washington.
 
==Pouez oberenn Meven Mordiern war ar brezhoneg skrivet da vare [[Gwalarn (kelaouenn)|Gwalarn]]==
1 097

modifications