Musashi Miyamoto : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot kemmet: fr:Musashi Miyamoto
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Musashi Miyamoto''' pe Takezō Shimmen d'eus e anv gwirion (Miyamoto o vezañ anv ar geriadenn lec'h ma z'eo ganet, Musashi un doare da lenn ar re ideogrammoù Takezō). Ganet e [[1584]], marvet an [[19 a viz Mae]] [[1645]].
 
Bez eo bet unan d'eus ar re [[Japan]]aat anavezetañ er bed, bez eo ivez klezeour brudetañ bro Japan.
 
 
==Buhez==
 
Kroget en d'eus Miyamoto Musashi gant an emganioù daouder d'an oad a 13 vloaz. Ar wech kentañ e vo dezhañ da lazhañ unan bennak (a-enep Arima Kihei e 1596). Oadet a 17 vloaz kemer a ra perzh e emgann Sekigahara (1600). An emgann a velo an trec'h o vont gant lu Ieyasu Tokugawa goude marv Hideyoshi Toyotomi. Musashi a oa e lu Toyotomi, chom a ra 'vel marvet war an tachenn emgann.Betek ma vije oadet a 29 bloaz e gemero perzh e 60 emgann daouder, an niver brashañ anezho en ur vezañ armet gant ur Bokken ( ur sabrenn e koad, implijet gant ar re Samourai evit gourdoniñ). Ar met ez eo neuze gant ur Bokken a-enep sabrennoù gwirion (Katana).
 
An emgann daouder diwezhañ a vezo kaset da benn gant Musashi (an hini brudetañ) a vezo d'an 13 a viz ebrel 1612, a-enep brashañ sabrenner bro Japan Kojirō Sasaki. Ur wech c'hoaz e vezo trec'h war e enbour. Implijout a raio ur Bokken vras, hervez a vize bet kizellet 'barzh roeñv ar vag en doa servijet da zegas an daou sabrenner war enezenn Funa., Goude-se e paouez gant an emganioù daouder ha kemer a ra ur garg nevez hini penn-bras ur rann d'eus lu an Aotrou Ogasawara. Kemer a raio perzh e sez kastell Hara e 1638, 'pad emsavadeg ar Gristenien kaset gant Shirō Amakusa.Oadet a 59 bloaz (1643) setu Musashi loc'het trezek menez Iwato, lec'hiet e-kichen Kumamoto. Eno e vev en ur vougev, hini Regandô. Kaset en d'eus gantañ un daol-skrivañ, d'an 10 d'eus an dekvet miz ez eo krog da skrivañ al levr Gorin no sho.
Krouet en d'eus ivez ur skol emgannata ('vit deskiñ implij ur [[sabrenn]]) pe "ryū" a vezo anvet skol an daou sabrennoù (Niken ryū), ha goude-se skol an daou oabl (Niten ryū). Pezh a zo dibarr ez eo an doare emgannañ, an doare gant daou sabrenn war ar memes tro. Alas ne voe ket gwelet mat gant an [[Mikado|Impalaer]], e doare amgannaña vezo kollet 'vit an darn vrashañ anezhi.
 
 
== Herez ==
Krouet en d'eus ivez ur skol emgannata ('vit deskiñ implij ur [[sabrenn]]) pe "ryū" a vezo anvet skol an daou sabrennoù (Niken ryū), ha goude-se skol an daou oabl (Niten ryū). Pezh a zo dibarr ez eo an doare emgannañ, an doare gant daou sabrenn war ar memes tro. Alas ne voe ket gwelet mat gant an [[Mikado|Impalaer]], e doare amgannaña vezo kollet 'vit an darn vrashañ anezhi.
 
Hiziv an deiz ez eus c'hoaz d'eus e skol, an deskiñ a zo kaset da benn gant ul lignez a vistri hag a zo diskennidi deskibien Musashi. Ar skol-se a zo an [[Hyōhō Niten Ichi-ryū]] ( "Skol an daou oabl").