Egipteg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 12:
An '''Egipteg''' zo ur yezh [[yezhoù afrikat-hag-aziat|afrikat-hag-aziat]] kar tost d'ar [[Berbereg]], d'ar [[yezhoù semitek|semiteg]], ha d'ar [[Bejaeg]].<ref>Loprieno 1996.</ref>. Chom a reas bev ar yezh-mañ betek ar V{{vet}} kantved goude J.-K. dindan stumm an [[egipteg#demoteg|demoteg]] ha betek diwezh ar XVII{{vet}} kantved dindan stumm ar [[kopteg|c'hopteg]]. Kavet ez eus bet roudoù skrivet eus egipteg deiziadet eus war-dro [[-3200|3200]], ar pezh a ra anezhañ unan eus ar yezhoù koshañ testeniekaet. Yezh vroadel [[Egipt]] hiziv eo an [[arabeg Egipt|arabeg egiptat]], en deus kemeret tammm-ha-tamm lec'h ar [[kopteg|c'hopteg]] evel yezh ar vuhez pemdez er c'hantvedoù o deus heuliet [[aloubadeg muzulmat Egipt]]. Implijet e vez c'hoazh ar c'hopteg el liderezh gant an ilizoù koptek, hag a-hervez e vefe un dornad yezherien a-vihan hiziv an deiz.<ref>Ar c'hopteg a c'hall bezañ chomet bev e lec'hioù distro eu Egipt-uhel betek an XIX{{vet}} kantved hervez James Edward Quibell, "When did Coptic become extinct?" e : ''Zeitschrift für ägyptische Sprache und Altertumskunde'', 39 (1901), p. 87).</ref><ref name="Daily Star Egypt">[http://www.dailystaregypt.com/article.aspx?ArticleID=106 ''Daily Star Egypt''. 23 a viz Genver 2007]</ref>
 
== PeriodizationPrantadoù an Egipteg ==
 
Hervez ar skiantourien e c'haller rannañ egipteg e c'hwec'h prantad amzer pennañ :