Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Neal (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 15:
:Trugarez da zont da reiñ an dorn din mar karez war pajenn kaozeadenn [[Kaozeal:Thebai|thebai]]. Soñjal a ra din out kizidik eveldon ouzh implij reizh ar c'heriaoueg hag an anvioù diazezet mat e brezhoneg dija. Amañ e vije difennet ober gant [[Tebez]]. [[Tebez]] eo ar stumm implijet e brezhoneg e Diwan hag a gaver e geriadur R . Hemon.<br/>
Hervez Neal e vefe arabat ober gant stummoù digemeret er geriadurioù abalamour ma vije bet votet doujañ ouzh ar stummoù orin eus an anvioù e gresianeg pa saver pennadoù. Ankouaat a ra e oa votet ar reolennoù-se evit an anvioù na oant ket anavezet e brezhoneg. Ar pezh a lavar n'eo meneget neblec'h--[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 24 Gen 2008 da 10:26 (UTC)
 
::Da gentañ-holl n'eo ket amañ al lec'h dereat, me 'gav din, evit komz eus ur c'hraf resis-tre gouestlet ur bajenn gaozeal bouetat mat dezhañ dija, daoust ha ma anzavan e ma c'hell pep hini mont e darempred gant ar genlabourerion all mar fell dezhañ evel-just. Respont a ran amañ neooazh dre ma glasker lakaat da grediñ ez eus ur seurt brezelig etre Kadwalan ha me war ar c'hraf-se ha mat eo din sklaeraat an traoù. Arabat bezañ chalet, goude bezañ respontet d'e evezhiadennoù amañ e kendalc'hin war al lec'h dereatoc'h meneget a-us.
:: Ret eo lâret krak ha krenn '''n'eo ket gwir na tamm ebet''' ar pezh a zo tamallet din rak '''n'em eus biken lâret e oa arabat ober gant "stummoù digemeret er geriadurioù"'''.
:: Displegadennoù hiroc'h:
:: Da gentañ holl, '''n'eo ket ganin m'eo bet kinniget ober gant ar stumm [[Thebai]]''', daoust ha ma c'hellan sevel a-du gantañ rak kavout a ra din e klota gant ar reolenn bet degemeret war ar c'hraf-se (hini an doare da vrezhonekaat an anvioù gresianek divoutin).
:: Da eil e kavan ec'h eo daou dra disheñvel komz eus stummoù hengounel pe anavezet-mat ha stummoù kavet er geriadurioù ha/pe el levrioù implijet gant Diwan - klotaat a c'hellont, met ne glotaont ket dre ret an eil re gant ar re all.
:: Da drede e vefe mat sklaeraat '''pe geriadurioù''' a ranker lakaat da bennvammenn ma'c'h eo homañ ar bennaenn a vo lakaet e pleustr, da skouer "douaroniezh" pe "geografiezh" (n'eo ket ar stumm implijet gant Diwan atav an hini bet implijet ar stankañ war ar raktres-mañ).
:: Da bevare, n'eo ket kevatal da sav-poent terminologel personel-te dre ret ouzh bezañ "kizidik [...] ouzh implij reizh ar c'heriaoueg", rak ken reizh all eo ar stummoù all. '''Un afer dibaboù terminologel an hini eo kentoc'h evit un afer reizhder'''.
:: A galon, ha digarez evit bezañ implijet da bajenn gaozeal personel evit traoù komzet diwar o fenn e lec'h all dija, [[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 1 C'hwe 2008 da 14:34 (UTC)