Rouantelezh Northumbria : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 13:
 
Furmet e voe Northumbria dre unvaniezh div rouantelezh distag : [[Bernikia]] ha [[Deira]]. Derc'hel a rae Bernikia tirioù an [[Tee]] tra ma gloke Deira tro pe dro ouzh [[Yorkshire]] a-vremañ. Unvanet e voent evit ar ech gentañ e [[604]] gant [[Æthelfrith Northumbria]], ur roue Bernikia a aloubas Deira ha lazhas he roue [[Aethelric Deira]]. Rouantelezh ar su a stagas met ne voe ket barrek d'he derc'hel hir rak e [[616]] e voe faezhet ha lazhet gant [[Raedwald East-Anglia]] e [[Emgann ar Ster Idle]]. Lakaat a reas hemañ [[Edwin Northumbria]], mab [[Ælla of Deira]] da roue Deira ha Bernikia.
 
E [[627]] e voe Edwin gounezet d'ar feiz ha d'unan eus rouaned pouezusañ e bro-[[Saoz]] e yeas. Aloubiñ a reas [[Manav]] ha [[Gwynedd]] met divarrek e voe d'o terc'hel. Faezhet e voe e [[Emgann Hatfield Chase]] e [[633]] gant [[Penda Mercia]] ha [[Cadwallon ap Cadfan]].