Ceawlin Wessex : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Ceawlin eus Wessex''' (marvet war-dro [[593]]) a oa ur roue eus rouantelezh [[Wessex]] er pezh a zo hiziv mervent [[Bro-Saoz]]. Marteze e oa ur mab-bihan da [[Cerdic (Wessex)|Cerdic]], roue Wessex, ha mab [[Cynric (Wessex)|Cynric]]. Hervez ar [[Kronik Angl-ha-Saoz|C'hronik Ang-ha-Saoz]] e voe oberiant eus [[568]] betek [[592]] met n'haller ket fiziañ re enni evit ar marevezh-se. Bevañ a rae en un amzer m'edo aloudabet su [[Bro-Saoz]] gant ar [[Saozon]]. Pa varvas ne veze dalc'het ken 'met rouantelezhioù [[Dumnonia]] ha [[Glastenning]] gant ar vrezhoned.
 
Hervez ar C'hronik e stourmas e meur ag emgannoù etre [[556]] ha [[592]], en o zouez an emgann anavezet kentañ etre div vagad saozon. N'eo ket sklaer tamm ebet istor e vuhez ha gallout a ra e ren bezañ padet, hervez ar mammennoù, 7, 17 pe 22 bloavezh. Marvet e vefe e [[593]], ur bloavezh goude bezañ bet faezhet ha kaset kuit deus ar galloud gant [[Ceol]] en [[Emgann Woden's Barrow]]. Daou vab en defe bet, [[Cutha]] ha [[Cuthwine]], met disfiz zo da gaout ouzh an nestedoù a veneg anezho.