Rouantelezh Northumbria : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 15:
 
E [[627]] e voe gounezet Edwin d'ar feiz ha dont a reas da vezañ unan eus rouaned pouezusañ [[Saoz|Bro-Saoz]]. Aloubiñ a reas [[Manav]] ha [[Gwynedd]] met divarrek e voe d'o derc'hel. Faezhet e voe en [[Emgann Hatfield Chase]] e [[633]] gant [[Penda Mercia]] ha [[Cadwallon ap Cadfan]].
 
==Ren Oswald==
 
Goude marv Edwin e voe disrannet Northumbria etre Bernikia, renet gant [[Eanfrith Bernikia]], ur mab eus Aethelfrith, ha Deira ma yeas [[Osric Deira]] da roue. Lazhet e voent gant Cadwallon er bloavezh da heul tra ma kendalc'he roue Gwynedd da wastrañ ar vro. Goude muntr Earnfrith e tistroas e vreur [[Oswald Northumbria]] d'ar vro gant kadourien pourvezet gant [[Domnall Brecc]] [[Dál Riata]] avat. E [[634]] e lazhas Cadwallon en [[Emgann Heavenfield]].
 
Brasaat a reas Oswald e rouantelezh war-du ar c'hornôk dre stagañ tirioù o perc'henniñ ouzh rouantelezzhioù [[Rheged]] ha [[Strathclyde]]. Aloubiñ a reas vez tachenn [[Gododdin]] betek ar [[Firth of Forth]]. Dindan e ren e tistroas ar relijion gristien e Northumbria. [[Sant-Aidan]], ur manac'h iwerzhonat deuet eus [[Iona]] a gargas da c'hounid ar bobl d'ar feiz ha savet e voe ur manati en enez [[Lindisfarne]].
 
Kenderc'hel a ra ar brezel gant [[Mercia]], avat, hag e [[642]] e voe lazhet Oswald gant [[Penda Mercia]] en [[Emgann Maserfield]]. E [[655]] e aloubas Penda Northumbria adarre gant skoazell [[Aethelwald Deira]], isroue Deira met faezhet e voe gant [[Oswiu Northumbria]] en [[Emgann Winwaed]]