Sandhi tonennel : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 9:
Keit ha m'eo sklaer hag eeun a-walc'h eo reolennoù ar sandhi tonennel e yezhoù 'zo evel ar mandarineg, e yezhoù all avat, evel da skouer ar [[hakaeg]] hag ar [[woueg]], e c'hellont bezañ kalz luzietoc'h.
 
Diouzh an tu all, dres evel ma ranker ober an diforc'h etre ar sandhi diouzh un tu hag ar [[kemmadur (yezhoniezh)|c'hemmadurioù]] evel ar re a gaver e [[brezhoneg]], eo ret ober an diforc'h atav etre ar sandhi tonennel lakaet e pleustr bewezh m'en em gav tonennoù resis ganttonennoùgant tonennoù ersis all ha kemmoù tonennel all o tennañ da gemmoù [[morfologiezh|morfologel]], d.s. e [[kantoneg]] ppa vez distaget ar [[sinalun]] 糖 "tong4" e talvez kement ha 'sukr' keit ha ma talvez 'madig' pa vez distaget "tong2". E [[Mineg ar su|mineg ar su]] e c'heller kenstagañ ar morfem ''kiaⁿ'' ('aonig') ouzh ar morfem ''lâng'' ('den') evit krouiñ ar [[ger kevrennek]] ''kiaⁿ-lâng'' hag a gemm e ster hervez ar c'hemmoù tonennel, d.l.e. "kiaⁿ7-lâng" 'kaout aon rak an dud' kv. "kiaⁿ1-lâng" 'spontus'.
 
Kavet e vez sandhi tonennel e yezhoù all ivez ha n'eo ket nemet er [[yezhoù sinaek]], da skouer e [[tcherokeeg]] hag er [[yezhoù otek-mangeek]] komzet e [[Mec'hiko]].