Timbroù Afrika ar Reter alaman : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : left|120px|thumb|Lest-bale gant siell Lindi - 1901 [[Skeudenn:Stamp German East Africa 1893 10p.jpg|right|120px|thumb| Timbr 10 pesa...
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
Anavezet e oa dindan anv Afrika ar Reter alaman (« Deutsch-Ostafrika » en alamaneg) un tiriad trevadennet gant an Impalaeriezh alaman etre [[1880]] ha [[1918]] hag a vod bremañ broioù [[Burundi]], [[Rwanda]] ha darn vrasañ [[Tanzania]].
 
E [[1893 ]] ez eo lakaet e gwerzh an timbroù kentañ evit ar vro, dre soulgargañ re an Alamagn gant an alc’hwez « Deutsch-Ostafrika » hag un dalvoudegezh e pesa. E [[1900]] eo krog ar velestradurezh da embann timbroù gant tresadenn al lestr-bale « Hohenzollen », rummad anavezet en holl drevadennoù alaman. Tra ma sav gwerzhtalvoudegezh-prenañ an timbroù e « pesas » ha roupi (64 pesa = 1 roupi) e lenner ur priz e « heller » war rummadoù ar rummadoù moulet e [[1905]] (100 heller = 1 roupi).
 
E dibenn [[1914]] ez eo aloubet Enez Mafia gant arme ar [[Rouantelezh -Unanet]]. Dindan hec’h aotrouniezh e soulgarger <small>G.R. MAFIA</small> pe <small>G.R. POST 6 CENTS MAFIA </small> an timbroù alaman pe re an India saoz (e 1915-1916).
 
Etre 1917 ha 1921 e kavomp timbroù Afrika ar Reter saoz soulgarget “G.E.A.” hag a dalv “German East Africa” (“Afrika ar Reter alaman”), embannet gant ar postoù saoz. 25 timbr zo en holl.
Linenn 13:
Diouzh o zu, ar Velgiz a laka er-maez timbroù ar ch’[[Kongo belgian]] e-barzh an tiriad ac’hubet gante e [[1916]]. Soulgarget int gant an anv “RUANDA” pe “URUNDI”. N’int ket gwall implijet avat. Un eil rummad zo soulgarget gant ur meneg divyezhek "EST AFRICAIN ALLEMAND / OCCUPATION BELGE / DUITSCH OOST AFRIKA / BELGISCHE BEZETTUNG."
 
Dismantret eo trevadenn [[Afrika ar Reter alaman]] gant [[Feur-emglev Versailhez]], sinet e [[1919]] evit diazezañ frammoù nevez Europa goude reuz ar [[Brezel-bed kentañ]]. Rannvro ar c’hornog zo roet da v[[Belgia]] hag adanvet [[Ruanda-Urundi]], bro gKionga e su ar Stêr Romvuma zo profet da bPortugalb[[Portugal]] ha staget ouzh trevadenn ar [[Mozambik]], ha peurrest ar vro zo fiziet er [[Rouantelezh -Unanet]]. [[Tanganyika]] e vezo diwar vremañ.
 
*Gwelout : [[Timbroù Afrika ar Reter saoz]]
*Gwelout : [[Timbroù Ruanda-Urundi]]
*Gwelout : [[Timbroù Tanganyika]]
 
 
[[Rummad:Timbrouriezh|Afrika ar Reter alaman, Timbroù]]