Apached : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Neert (kaozeal | degasadennoù) DDiverradenn ebet eus ar c'hemm |
Neert (kaozeal | degasadennoù) DDiverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 1:
An '''Apacheed''' zo un tolpad meuriadoù [[indianed]] e [[Norzh Amerika]] a zo o chom e mervent [[Stadoù-Unanet Amerika]]. An holl anezho a gomz ar memes yezh : an [[apacheeg]]. Gant an [[Navajo]]ed e vez ur yezh tost d'o hini.
Kantreidi ha chaseourien e oant, brezelourien griz ivez rak tagañ a raent ar pobloù kutuilherien. Da c'houde o deus stourmet a-enep da drevadennourien [[Spagn|spagnolat]], da [[Mec'hiko|Mec'hikoiz]] ha d'an Amerikaned. Trec'het e voent ha war an diskar ez ejont e fin an [[XIXvet kantved]]. E [[mirva]]où emañ o chom o diskennidi bremañ.
[[Skeudenn:Apache chieff Geronimo (right) and his warriors in 1886.jpg|thumb|right|[[Geronimo]] (a-zehou) gant e vrezelourien]]▼
Pa zañsent e lakaent dilhad a oa skeudenn Speredoù ar menezeier. Pareañ a raent an dud dre skarzhañ ar speredoù fall. Livet e oa o c'horf, lakaet saeoù ganto ha maskloù teñval o liv. Krediñ a raent a bep seurt boudoù dreistnaturel ha dreist-holl en un doue anvet YASUN.
[[Cochise]] ha [[Geronimo]] eo anv o fennoù-meuriadoù anavezetañ.
▲[[Skeudenn:Apache chieff Geronimo (right) and his warriors in 1886.jpg|thumb|right|[[Geronimo]] (a-zehou) gant e vrezelourien]]
== An Apacheed hag ar Spagnoled ==
[[Skeudenn:Apachean ca.18-century.png|thumb|Apacheed en 18vet kantved]]
Deskrivet eo bet an Apacheed gant ar c'honkistador [[Francisco Vásquez de Coronado]] evel-henn : « ''Diwar ar bizoned e vev an indianed-se rak ne c'hounezont ket ar maiz. O zi a savont diwar kroc'henn bizoned neuze hag o dilhad, o botoù hag o c'herdenn a reont gant se ivez. Gant ar blev e reont o gloan. Gant stirennoù bizon e reont neudennoù a dalvez dezho da wriat o dilhad hag o zeltennoù'' [...] ».
En hanterenn gentañ eus ar [[XVIIIvet kantved]] e klaskas an difraosterien eus bro Spagn astenn o ziriad war-zu an hanternoz met miret e voe bet outo gant ar meuriadoù [[Tohono O'odham]] hag apache. Gant pennoù gouarnamant Mec'hiko e voe gourc'hemennet e vije peurlazhet an Apacheed e 1784 : "''an holl re en tu all da 7 vloaz''" hervez Angie Debo, ''Istor Indianed ar Stadoù-Unanet''. Ar gouarnour [[Juan de Bautista]] a glaskas unvaniñ ar Gommancheed hag an Uteed a-enep an Apacheed. Da bep brezelour kommanche e roas ur gartenn ma c'hellent skrivañ bewezh m'o doa lazhet un Apache.
== An dispell er mirvaoù ==
[[Skeudenn:Apachean present.png|thumb|375px|An Apacheed bremañ]]
Goude bezañ stourmet e-pad pell ouzh an alouberien e voe sinet un emglev peoc'h e [[1872]] gant [[Tom Jeffords]] (hennezh a voe breur dre wad da Cochise e [[1870]]), [[Cochise]] hag ar jenerak Olivier O.Howard.
Da heul ar feur-emglev-se e voe dispellet 2500 Apache da mirva Chiricahua, e kreiz bro an Apacheed.
Ne chome nemet 1500 anezho pa voent dispellet adarre e [[1876]] da mirva San Carlos.
En o zouez e oa Tahza, penn hêrezh ar c'hlann, mab henañ da Cochise ha tad da Niño Cochise. En em zibab a ra evit ma steuzfe e glann a 38 den kuit war an hent.
Nod-Ah-Sti, e wreg, Niño Cochise e vab ha Dee-O-Deet ar [[chaman]] a oa gantañ. Ne voent ket renablet ken : ar re "zisanv" a rejent anezho o-unan diwar neuze.
Thaza a varvas daou viz da c'houde diwar an drougskevent pa oa o vont gant an hent da [[Washington]] da gomz gant ar prezidant [[Grant]]. Pa voe roet ar c'heloù da c'houzout e mirva Carlos, e tec'has Naiche, mab yaounkañ Cochise , gantañ ar soñj brezeliñ. Penn-kentañ "brezelioù Jeronimo" e voe (e miz Gwengolo 1886 e echujont).
Kuzh e chomas ar peurrest eus ar re "zisanv", Niño Cochise en o fenn. Dieub e voent er mod-se e-pad muioc'h eget 40 vloaz, o chom e menezeier Sonora, en ul lec'h anvet Pa-Gotzin-Kay.
==Liammoù diavaez==
|