Luduennig : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Image:Gustave dore cendrillon4.JPG|thumb|200px|''Cendrillon'' illustré par [[Gustave Doré]]]]
 
'''''Luduennig''''' zo ur gontadenn bobl gant boudiged. Diazezet eo war un elfenn glasel er mojennoù: an enebadur etre mac'homerezh direizh ha trec'h diwezhañ ar reizhded en diwezh. Anavezout a reer kantadoù a stummoù disheñvel er bed<ref>Jack Zipes, ''The Great Fairy Tale Tradition: From Straparola and Basile to the Brothers Grimm'', p 444, ISBN 0-393-97636-X</ref>.
 
 
==Danvez==
 
Ar c'hoshañ stummm anavezet eus ar vojenn eo ar stumm gresian-hag-egiptat, ma vez graet ha [[Rhodopis]] a vez graet eus an hini a deuio da vezañ Luduennig<ref>[http://www.aldokkan.com/art/cinderella.htm "The Egyptian Cinderella"]</ref>. Danevellet e oa bet ar marvailh-se gant an istorour gresian [[Strabon]] er c'hentañ kantved kent J.-K..
 
Ur stumm kozh all eus ar gontadenn, ''Ye Xian'', a gaver en ''Un nebeud arroudennoù eus Youyang'' gant [[Tuan Ch'eng-Shih]] war-dro [[860]].<ref>Terri Windling,[http://www.endicott-studio.com/rdrm/forashs.html "Cinderella: Ashes, Blood, and the Slipper of Glass"]</ref>
 
Brudetañ stumm ar gontadenn a oa skrivet gant ar skrivagner gall [[Charles Perrault]] e [[1697]]. Diazezet eo war ur marvailh lennegel italianek gant [[gwrac'h]]ed, skrivet gant [[Giambattista Basile]] hag anvet ''La Gatta Cenerentola'' e [[1634]]. Ur stummm all anavezet mat eo hini ar [[breudeur Grimm|vreudeur Grimm]], skrivet en XIXvet kantved, ma reer ''Aschenputtel'' eus Luduennig.
 
Klenket eo kontadenn ''Luduennig'' gant [[Aarne-Thompson]] er patrom 510A, hini an harozezed atahinet<!-- others of this type include ''[[The Sharp Grey Sheep]]''; ''[[The Golden Slipper]]''; ''[[The Story of Tam and Cam]]''; ''[[Rushen Coatie]]''; ''[[The Wonderful Birch]]''; ''[[Fair, Brown and Trembling]]'' and ''[[Katie Woodencloak]]''--><ref>Heidi Anne Heiner, "[http://www.surlalunefairytales.com/cinderella/other.html Kontadennoù damheñvel ouzh ''Luduennig'']"</ref>.