Woody Allen : diforc'h etre ar stummoù

Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Aucun résumé des modifications
Aucun résumé des modifications
[[Image:Woody Allen (2006).jpeg|right|thumb|Woody Allen]]
'''Woody Allen''', '''Allan Stewart ergrg''' e anv mat, zo ur c’homedian, ur film-barer hag ur sevener filmoù [[Stado%C3%B9-Unanet|amerikan]]. Ganet eo bet d’ar [[1_Kerzu|1{{añ}} a viz Kerzu]] [[1935]], e [[Brooklyn]]. Dimezet eo bet div wech ha tri bugel en deus, unan anezho bet advabet gantañ. E [[1997]] e timez da [[Soon-Yi Previn]], adverc’h [[Mia Farrow]] a oa bet e gompagnunez. E [[1952]], e-ser studiañ en High School Midwood, e skriv fentigelloù en ur gazetenn. Goude-se ez a war ar vicher ''gagman'' (aozer fentigelloù) e servij farserien evel [[Bob Hope]] ha [[Buddy Hackett]], hag e [[1957]] e teu da vezañ skridaozer abadenn skinwel [[Garry Moore]]. Ur skrivagner eo ivez (pezhioù-c’hoari, romantoù ha danevelloù zo bet skrivet gantañ). Woody Allen zo unan eus filmaozerien amerikan vrudetañ an daou-ugent vloaz tremen, a-dra-sur unan eus ar re a sav ar muiañ a filmoù. Lod a lavar ez eo ivez unan eus ar re ''europeanañ''. Troet eo dreist-holl gant [[ar c’homediennoù]] buhezegezh, diazezet war [[ar bredelfennerezh]] alies, daoust ma pled a-wechoù gant seurtoù filmoù all. En un toullad mat eus e filmoù e vez aktor ivez, ha peurliesañ e c’hoari un dudenn tost a-walc’h outañ e-unan, flemmskeudenn un den a spered yuzev (hag ar fent yuzev) newyorkat, hag eñ skoet gant barradoù anken skrijus ha fentus war un dro. Woody Allen ne c’hall ket padout gant ar c’hoant aozañ filmoù : abaoe penn kentañ ar [[Bloavezhio%C3%B9_70|bloavezhioù 1970]], pa oa krog da dapout brud, n’eo ket paouezet a filmañ. Tost ur film ar bloaz a vez sevenet gantañ, ar pezh a zo un taol-kaer e-keñver padusted hag ingalded e produerezh ur filmaozer.
Ur soner klarinetenn eo ivez. Savet en deus ul laz-seniñ [[jazz]] ha mont a ra war al leurenn gantañ.
 
Implijer dizanv