Ottokar II Přemysl : diforc'h etre ar stummoù

D
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
(+skeudenn)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
<b>Ottokar II Přemysl</b> ([[tchekeg]]: Přemysl Otakar II., [[1230]] - [[26 Eost|26 a viz Eost]] [[1278]]) a oa roue [[Bohemia]] eus [[1253]] betek [[1278]]. Mab e oa da [[Václav I Přemysl]] ha Kunigunde a [[Hohenstaufen]]. Eus perzh e dad en doa heritet Bohemia ha [[Moravia]]. E [[1251]] e voe lakaet da zug [[Aostria]] gant breujoù ar vro-se. Bloaz goude e timezas gant Margarete a [[Babenberged|vBabenberg]], hêrez [[Stiria]]. E [[1260]] e c'hounezas [[Silesia]], [[Lusatia]] ha [[Slovakia]] digant [[István V]] a [[Hungaria]]. E [[1269]] e heritas Ottokar [[Karintia]] ha [[Karniola]] hag ez eas da briñs galloudusañ an [[Impalaeriezh Roman ha German]].
 
E [[1273]] e oa ret dilenn ur roue alaman nevez. Ne oa ket Ottokar a voe lakaet war an tron, met e enebour [[Rudolf a Habsburg]]. Nac'hañ a reas Ottokar e anavezout ha forbannet e voe gantañ abalamour da se. E [[1276]] e kouezhas e holl douaroù estreget Bohemia ha Moravia d'an [[Habsburged]]. Pa glaskas adc'hounit e zomani kollet dre nerzh, e voe lazhet en emgann e-kichen [[Emgann Dürnkrut|Dürnkrut]] en [[Aostria-Izel]] d'ar [[26 Eost|26 a viz Eost]] [[1278]].
 
[[bg:Отакар II (Бохемия)]]
2 564

kemm