Rouantelezh Northumbria : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
 
{{LabourAChom}}
[[skeudenn:British isles 802.jpg|right|450px]]
'''Rouantelezh Northumbria''' a oa ur rouantelezh angl-ha-saoz lec'hiet e biz ar pezh a zo bro-[[Saoz]] hiziv. Tennañ a ra hec'h anv eus ar stêr [[Humber]] a verke e harz gant rouatelezhioù ar [[Su]]. Gant [[Beda]] e voe roet dezhi tra ma oa war zigresk galloud ar rouantelezh dija ha n'anavezer ket petra e oa e anv orin.
Linenn 32:
Northumbria a miras e le'ch goude marv Oswiu betek [[Emgann Nechtansmere]] e [[685]] ma voe lazhet [[Ecgfrith Northumbria]] gant ar Bikted. Kollet e voe darn vrasañ hec'h aotrouniezh war an norzh goude-se ha da ziskarr e teoaouas ar rouantelezh.
 
==Diskar ar rouantelezh==
 
Goude 685 e yeas war zigresk Northumbria. Daouast ma teuas a-benn [[Aldfrith Northumbria]] da vevenniñ drougoù krouet gant faezhidigezh Nechtansmere e kouezhas ar vro en distabilded goude e varv. E lec'h aotrouniezh ur familh nemeti e arvester ouzh ur stourm etre familhoù bras ar vro. Erlec'hier Aldfrith, [[Osred Northumbria]] na renas nemet un nebeut a vizioù kent bezañ muntret ha kinniget atav e veze galloud ar re o-doa heuliet anezhañ. Adkavout a reas ar vro e stabilded dindan ren [[Eadbert Northumbria]] a astennas ar rouantelezh war-du an norzh. Muntret e voe e vab, avat.
 
War a seblant e stourme pemp familg vras evit an tron. Ouzhpenn-se e oa war zigresk peadraoù ar rouaned e-pad an {{VIIIvet kantved}}. Kalz douareier o-doa roet d'an Iliz ha uhelidi, ar pezh a vleinas d'un digresk bras an tailhoù. Faezhidigezh Nechtansmere a dalveze ivez ne c'helle mui goulenn truajoù digant ar [[rouantelezhioù brezhon]]. Abeg ur gwanadur eus ar galloud roueel a voe an traoù-se hag e fin ar {{VIIIvet kantved}} ne voent mui barrek rouaned Northumbria da lakaat o youl war ar vro.
 
==An aloudabeg viking ha fin ar rouantelezh==
 
Nebeut tre a anavezer diwar-benn istor Northumbria. An tabud etre an tiegezhoù roueel a genderc'has, war a seblant ha da vuioc'h-muiañ skoet gant an aloudabegoù viking e yeas ar rouantelezh.Lazhet e voe [[Raedwulf Northumbria]] e [[844]] ganto asambles gant un niver vras ag uhelidi hag e [[866]] e voe aloubet ar vro gant al [[Lu Vras Pagan]]. Ur brezel diabarzh a oa d'ar mare-se etre [[Osbert Northumbria]] hag e geveler Aelle. Daoust ma strolljont asambles da stourm ar vikinged e voent faezhet ganto e [[867]].
 
Goude an emgann-se e tremenas [[Deira]] dindan kontrol reizh an alouberien met is-rouaned saoz a gendalc'has da ren e [[Bernikia]] betek adaouldabeg ar rannvro gant [[Athelstan]] e [[927]].