Kevredigezh Vroadel Breizh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Reizh. ha liammoù
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
D adlakaat evel ma oa
Linenn 1:
'''Kevredigezh broadel Breizh''' ('''URB''') a oa un [[ strollad politikel]] [[rannvroelouriezh|rannvroelour]] krouet d'ar [[16 Eost|16 a viz Eost]] [[1898]] e [[Montroulez]] (Treger - Penn-ar-Bed) anvet ''Union Régionaliste Bretonne'' e [[galleg]] ivez.<br>
Ar c'hentañ strollad rannvroelour a oa krouet e [[Breizh]] zo anezhañ. . Mirour e oa e vennozhioù. Diskouez a reas ar [[youl]] o deus bet ul lodenn eus ar Vretoned - [[bourc'hiz]]ien ha [[tudjentil]] anezhe dreist-holl - da gaout ul [[levezon]] brasoc'h war dachenn an [[armerzh]], ar velestraduezh hag ar [[sevenadur]].
 
==Krouidigezh==
Er vodadeg diazez gentañkentañ e [[Montroulez]], da-heul gouelioù breizhek, ez eas [[Anatol ar Braz]] da brezidant war un dro gant [[Rejis de l'Estourbeillon de la Garnache|Markiz an Estourbeillon]]. [[Frañsez Vallée]] a oa lakaet da brezidant ar gevrenn "Yezh ha lennegezh vrezhonek" asambles gant [[Frañsez Jaffrennou]] (Taldir) aet da sekretour. [[Loeiz Tiercelin]] a oa gant Charlez ar Goffic hag Anatol ar Braz, unan eus izili kentañ Kevredigezh Broadel Breizh. Kavout a reer e-touez an [[ezel|izili]] o deus harpet ar strollad ar [[kannad|gannaded]] Alberzh Mun, Rejis an Estourbeillon, ar barzh [[Yann ar Fusteg]], ar [[roll yezhoniourien ar brezhoneg|yezhoniour]] ha yezhadurour [[Frañsez Vallée]], ar [[sonaozouriezh|sonaozour]] [[Loeiz-Alberzh Bourgault-Ducoudray]], ar c'haner [[Teodor Botrel]], al lenneg Renean Kerviler, [[Gi Ropartz]] ...
 
==Obererezh==
Linenn 17:
Embannet ez eus bet ur [[kelaouenn|gelaouenn]] renet gant markiz an Estourbeillon eus [[1902]] da [[1943]]. Paouez a reas da zont er-maez e-doug ar [[Brezel bed kentañ]] avat rak ar pep brasañ eus an dud a gemere perzh enni a oa war an [[talben-vrezel|talbenn]].
 
==Goursez VreizhBreizh==
 
Da-heul unan eus emvodoù an URB e voe krouet [[Goursez VreizhBreizh]] d'an [[31 Eost|31 a viz Eost]] [[1900]] e [[Gwengamp]]. Pep hini eus an izili a gemeras ul [[lesanv]] hag un titl [[barzh]]. Harpañ a rae izili ar C'hoursez holl an obererezhioù a-du gant sevenadur ar vro e kevrennoù an URB, pe er C'hoursez. Evel-se e voe krouet ''[[Ti Kaniri Breiz]]''.
 
 
Linenn 25:
==Levrlennadur==
* ''Almanak kevredigez broadus breiz''. Simon - Rennes. [[1910]].
* [ ASSOCIATION BRETONNE ET UNION REGIONALISTE BRETONNE. ] Comptes rendus, procès-verbaux, mémoires. Congrès du 150e anniversaire à [[Rennes]], [[1993]]. Roazhon, -, [[1994]].
 
==Notennoù==