Norseg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
D liammoù
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
klokaat
Linenn 5:
Anavezet eo ganeomp gant testennoù eus Island dreist-holl (ar [[saga]]où), da lavaret eo ez eo norseg ar c’hornôg, komzet dreist-holl en [[Island]] hag e [[Norvegia]], a anavezer ar gwellañ.
 
Gouzout a reomp evelkent e oa ivez ur rannyezh all, norseg ar reter, kaozeet dreist-holl e [[Danmark]] ha [[Sveden]]. Ouzhpenn-se e ra ar yezhoniourien un trede rannyezh a-wechoù gant norseg enez [[Gotland]], an hini a anavezer an nebeutañ.
 
==Istor==
Ar [[runoù]] koshañ a vije skrivet e norseg a sav d’ar bloavezh [[700]] pe war-dro.
Mare klasel an norseg a lakaer en [[XIIvet kantved|XIIvet]] ha [[XIIIvet kantved]]. D’ar mare-se e voe skrivet an darn vrasañ eus [[saga]]où Island, ken brudet.
Betek an [[XIIIvet kantved]] e c’helle komzerien ar rannyezhoù-se en em gompren etrezo : ur yezh hepken e oa evito, anvet ganto ''dansk tunga'' (er reter) pe ''dönsk tunga'' (er c’hornôg), ar pezh a dalvez "yezh danek".
 
Goude se ez eas ar yezh war an diskar, war ar c’hevandir. Tamm-ha-tamm ne oa mui an norseg nemet yezh al lenneien, dreist-holl menec’h. E Norvegia e varvas kalz anezho gant ar [[bosenn|vosenn]] goude [[1370]]. Ar yezh komzet a oa aet war eeunaat. Deuet e oa da vezañ disheñvel e Danmark, e Sveden hag e Norvegia. Ar c’hrennnorvegeg a veze skrivet alies gant tud deuet eus Danmark pe Sveden.
En Island e chomas digemm a-walc’h an norseg betek 1500 pe war-dro. Goude se e komzer eus an [[islandeg]]. Koulskoude eo chomet tost an islandeg modern d’ar yezh-vamm, tost a-walc’h evit ma c’hellfe Islandiz kompren ar sagaoù.
 
Betek 1150 pe war-dro e veze skrivet an norseg gant [[runoù|lizherennegoù runek]]. Ur wech ma voe kristenaet e gomzerien, e rejont gant al [[lizherenneg latin]]. Dalc’het e voe d’ober gant ar runoù evit enskrivadurioù berr e-pad ur pennad c’hoazh, koulskoude.
 
==Emled==
Linenn 24 ⟶ 32:
*[http://www.hi.is/~haukurth/norse/ Old Norse for Beginners]
*[http://www.utexas.edu/cola/depts/lrc/eieol/norol-TC-X.html Old Norse Online]
 
==Traoù all==
Kinniget o deus tud zo sevel ur Wikipedia e norseg. Sell ouzh [http://meta.wikimedia.org/wiki/Requests_for_new_languages#Old_Norse meta:Requests_for_new_languages].
 
[[Rummad:Yezhoù germanek]]