Arkitektouriezh c'hotek : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
+rumm. istor arz
Liammoù
Linenn 2:
[[Rummad:Arkitektouriezh c'hotek|!]] [[Rummad:Istor an Arz]]
 
Ijinet eo bet an '''arkitektouriezh c'hotek''' en [[Île-de-France]] e-kreiz an [[XIIvet kantved goude Jezuz-Krist]]. E [[Europa]] e teu da vezañ ar stil pennañ betek kreiz ar [[XVIvet kantved goude Jezuz-Krist]] p'en-deus graet brezhberzh an [[arkitektouriezh klasel]] dindan levezon an [[Azginivelezh italian]].<br/> Implijet eo bet da gentañ-holl evit savadurioù relijiel. Meizet eo bet koulz evel un hollad a deknikoù hag ur [[preder]]. Diouzh-se e c'heller sellet ouzh an arkitektouriezh c'hotek evel unan eus brasañ pennvadoù ar Grennamzer.
 
Linenn 13:
[[Image:Spetsbåge.png|thumb|Gwareg kamm, arouez ar stil gotek]]
[[Image:Marienburg 2004 Panorama.jpg|thumb|left|600px|Malbork]]<
Peurvuiañ, an arkitektouriezh romanek a oa implijet evit savadurioù ma veve enno ur [[manac'hegezh|gumuniezh venec'h]] a vourre an [[uvelded]] hag an [[arvesterezh]] hag er c'hontrol e veze savet ar savadurioù gotek evit krouiñ lec'hioù foran. Skeudennadur [[Jeruzalem an Neñvoù]] eo an [[iliz-veur]] c'hotek, ur galv da bignat koulz hag ur benveg evit lakaat splann braster Doue ha galloud e [[Iliz katolik roman|Iliz]] war un dro. <br/>
Skeudennadur Keoded Doue o tegemer ar [[feizad|feizidi]] eo ivez. Met evit aroueziñ [[Rouantelezh Doue]] gant an arouelezh doueel hag gant e tres kemplezh hervez reolennoù ar [[skolbrederouriezh]] : rannoù hag isrann ar savadur a zo dasparzhet en un doare unvan.
Gant [[teologiezhdoueoniezh]] ar [[goulou]] eo levezonet ar arkitektouriezh c'hotek, evit gwir gant teologiezhdoueoniezh [[Tadoù an Iliz]] zo evel [[sant Aogustin]] a wele dindan ar goulou eztaoladur an [[doueelezh]]. Ken gwir eo ma n'eo ket deuet an teknikoù nevez eus un emdroad voutin, met eus klask ar goulou hag en deus broudet an arkitektourien da ijinañ anezho.
<br/>
 
=== Ul levr graet e maen ===
[[Image:Gothic altar veit stoss.jpg|thumb|300px|right|[[Veit Stoss]], [[Krakow]], [[Poland]]]]
Un oberenn bolitikel eo ivez p'eo bet roet al lañs gant un [[eskob]] hag an arc'hant gant an [[noblañs]] hag ar pennoù uhel. Ur benveg evit klask brud ha diwar-se eo bet ouzhpenn re un nebeud a esaeoù evit uhelaat ar bolzioù (kouezh bolzioù iliz-veur [[Beauvais]] e 1284). Setu perak e weler a-bell an [[tour]] (pe an tourioù). An [[delwenn|delwennoù]] hag ar skeudennoù a ziskouez elfennoù an [[Aviel]] ha talvoudegezhioù speredel an Iliz. Un oberenn a [[pedagogiezh|bedagogiezh]] eo ivez seul vui ma vez savet an iliz evit un niver bras a dud.