Stalinouriezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Neal (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 20:
Da heul berzh an Dispac'h e Rusia, a-hed an XXvet kantved meur a hini dre ar bed a sellas war-du ar pezh a veze graet en [[Unaniezh Soviedel]] evit gwelet penaos e c'hellfe bezañ lakaat e pleustr ur sistem politikel hag armerzhel heñvel en o bro-i. Evel-se e oa bet savet muioc'h-mui a renad sokialour dre ar bed-holl diazezet war al [[leninouriezh]] da gentañ ha war ar [[stalinouriezh]] war-lerc'h.
 
Goude marv Stalin e 1953 e voe lakaet e penn ar Strollad Komunour [[Nikita C'hrouchtchofhrouchtchov]] hag a grogas da nac'hañ linenn bolitikel Stalin, o burutellañ anezhañ ez-foran e XXvet Kendael ar Strollad bet dalc'het e 1956. Kregiñ a reas neuze da ''distalinikaat'' ar vro ha da gas da benn ur bolitikerezh dehour.
 
Dre ar bed a-bezh, neuze, an darn vrasañ eus ar strolladoù komunour bet feal da bolitikerezh Stalin a chomas feal ivez d'an [[Unaniezh Soviedel]] dindan beli C'hrouchtchof o vont war hent an [[eurogomunouriezh]] hag o leuskel war lerc'h diazennoù ar [[marksouriezh-leninouriezh|varksouriezh-leninouriezh]].