Timbroù RSKS Treuzkaokazek : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : Thumb|220px|Left|Kartenn an Treuzkaokaz Emañ an Treuzkaokaz etre ar Mor Du ha Mor Kaspia, e hanternoz Iran ha Turkia. Rannet eo ar vro v...
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
Emañ an Treuzkaokaz etre ar [[Mor Du]] ha [[Mor Kaspia]], e hanternoz [[Iran]] ha [[Turkia]]. Rannet eo ar vro venezek-se gant Stadoù [[Armenia]], [[Azerbaidjan]] ha [[Jorjia]].
 
D’an [[29 Kerzu|29 a viz Kerzu 1922]] eo degemeret en [[Unaniezh Soviedel]] broioù Kaokaz ar Su, dindan an anv a ha “Republik Sokialour Kevredek Soviedel Treuzkaokazek”, war-bouez un tamm mat eus tiriad Armenia hag a gouezh etre daouarn Turkia. Berrbad e voavo avat, rak e [[1936]] e vo rannet ar rannvro e teir lodenn a yelo d’ober Republikoù Sokialour Jorjia, Armenia hag Azerbaidjan.
 
[[Skeudenn:Stamp_Transcaucasian_1923_2k.jpg|Thumb|180px|right|Timbr 1923]]
 
Krog eo ar Republik Treuzkaokazek da embann timbroù e [[1923]]. Timbroù [[Rusia]] pe [[Armenia]] int, soulgarget gant ur steredenn, en he c’hreiz al lizherennoù З С Ф С Р a dalv kement ha “Republik Sokialour Kevredek Soviedel Treuzkaokazek” e [[rusianeg]]. Ur rummad gouestlet d’ar menez Ararat ha d’ar puñsoù tir-eoul a vo embannet e 1923, gant ur dalvoudegezh-werzh e [[Roubl|roubl]] pe e [[Kopek|Kopek-aour]]. An timbr diwezhañ zo soulgarget gant « 700 000 РУБ ».
 
Timbroù an Unaniezh Soviedel a vo implijet adalek [[1924]] betek ma vo dizalc’h republikoù ar [[Kaokaz|C’haokaz]].