Pasquale Paoli : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm |
Liammoù |
||
Linenn 5:
'''Pasquale Paoli''' ('''Pascal Paoli''' e galleg) ([[6 Ebrel|6 a viz Ebrel]] [[1725]] - [[5 C'hwevrer|5 a viz C'hwevrer]] [[1807]]) a oa ur brogarour hag un dispac’hour eus [[Korsika]].
Paoli a oa bet ganet e La Stretta, e parrez [[Morosaglia]]. [[Mab]] e oa da [[Giacinto Paoli]], a oa bet ministr gant ar roue [[Theodor I (Korsika)|Theodor Iañ a Gorsika]]
War dachenn an [[armerzh]] e voe klasket reiñ harp d’al [[gounezerezh|labour-douar]], dizourañ ar geunioù hag al lec’hioù mouest, broudañ ar c’henwerzh. Krouet e voe ur gêr nevez, [[L’Isula Rossa]], e [[1758]], evit kempouezañ ar galloud armerzhel a oa c’hoazh gant kêrioù chomet etre daouarn Genoa evel [[Calvi]]. Kroget e voe da skeiñ [[moneiz]] e Muratu ([[1762]]). Savet e voe un ti-moullañ broadel evit embann ''Ragguagli dell’Isola di Corsica'', un doare kazetenn ofisiel evit ar vro. Ur [[morlu]] a voe savet ivez.
E [[1767]] e voe aloubet gant Korsikiz enezenn [[Capraia]], un enezenn en hanternoz da enez [[Elba]], war aod Toskania, a oa betek neuze e dalc’h Genoa. Ar re-se, o welet n’o doa spi ebet da drec’hiñ war Korsika, a zivizas gwerzhañ an enezenn da roue [[Bro-C’hall]], dre Emglev Versailhez, sinet d’ar [[15 Mae|15 a viz Mae]] [[1768]]. Korsikiz ne asantjont ket d’an dra-se ha votiñ a rejont stourm gant armoù a-ene o mistri nevez. E-pad bloaz e stourmas armeoù Paoli a-enep
(diechu)
|