Strollad al Labourerien : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 22:
Pa darzhas ar [[IVe Etrebroadel |IV{{e}} Etrebroadel]] e [[1953]] e teuas [[Pierre Lambert]] da vezañ rener ur gostezenn eus an [[trotskouriezh|drotskouriezh]], anvet ar [[PCI]].
E [[1984]] e lakaas envel ar strollad ''Mouvement pour un parti des travailleurs''(MPPT). E 1988 en em ginnigas Pierre Lambert da vout dilennet prezidant ar Republik C'hall, ha tapout a reas 0,38 % eus ar mouezhioù.
Adanvet e voe ar strollad ''Strollad al Labourerien'' (''Parti des travailleurs'') e 1992. Ne vije ket trotskourien ken tud ar strollad a-hervez<!-- Mat e vefe kavout un dave -->. [[Daniel Gluckstein]] an hini en deus kemeret penn ar strollad war-lerc'h P.Pierre Lambert.
 
Emañ ar PT o stourm evit "''ma vo anavezet stourm ar renkadoù, evit difenn al likted er skol hag er Stad dre vras, evit ma chom dizalc'h ar sindikadoù diouzh ar strolladoù politikel, hag evit reiñ un dermen d'an ensavadurioù nann-demokratel ar Vvet Republik''". Ar c'hoant mirout unded ar Stad-C'hall a gas ar PT da vont a-enep kement lezenn a rofe muioc'h a c'halloud d'ar rannvroioù, rak hervezañ e vefe torr kevatalded ar geodedourien kenetrezo. Hervez ar PT e tle ar Stad hag ar c'humunioù reiñ arc'hant da skolioù an Deskadurezh Stad hepken, ha derc'hel servijoù foran kreñv, ha paouez a skoazellañ an embregerezhioù hag ar skolioù prevez. Goulenn a ra ma vo echu al lezennoù ispisial a vez doujet oute en [[Elzas]] c'hoazh pa 'z eus kaoz eus relijion.