Diforc'hioù etre adstummoù "Gwenole"

3 okted ouzhpennet ,  12 vloaz zo
D
Anavezout a reer e vuhez dre skridoù savet gant daou vanac’h, ''Gurdisten'' (''Uurdisten'') ha ''Klemañs'', savet o-daou en {{IXvet kantved}}. Ur skrid all, lesanvet ''Buhez verr'', zo miret er [[British Museum]] e [[Londrez]].
 
Enoret e vez sant Gwenole e lec’hioù ma oa prioldioù stag ouzh abati Landevenneg : e [[Konk-Kerne]], [[Enez Sun]], [[Landrevarzeg]], [[Baz-Gwenrann]], [[Lokunole]], [[Lokenole]], [[Sant-Gwenole]] (e kumun [[Penmarc'h]]), hag e meur a lec’h all anvet diwar ar sant ha ma’z eus chapelioù gouestlet dezhañ. Enoret e vez ivez e [[Mousteroù-Raez]], e beg suañ Breizh.
 
E [[Kerne-Veur]] e kaver roud anezhañ e meur a lec’h evel Gunwalloe pe Landewednack, ma’z eus ilizoù gouestlet da sant ''Winwaloe''. Hag e kreisteiz Kembre ivez, hervez studiadennoù zo, e vije kavet roud anezhañ e meur a lec’h. Marteze eo bet savet an ilizoù hag ar chapelioù zo gouestlet da sant Gwenole e Breizh-Veur gant diskibien d’ar sant, evel [[Gwenael]].
 
Lidet e vez gouel sant Gwenole d’an [[3 Meurzh|3 a viz Meurzh]].
 
==Levrlennadur==
Implijer dizanv