Diforc'hioù etre adstummoù "Ac'henaton"

26 okted ouzhpennet ,  12 vloaz zo
Holl al lez hag ar melestradur roueel a ziannezas er palez nevez, diechu c'hoazh, ma oa dediet an temploù d'an doue nemetañ : Aton. Savet e oa an temploù-se hep toenn, d'e vannoù madoberus da c'hallout tizhout an diabarzh.
 
Alies e vez lakaet an dispac'h sevenadurel ha relijiel-mañ war gont Ac'henaton hepken, koulskoude, war a hañval, ne reas ken rentañ ofisiel ur pleg a oa diwanet e-pad ren e dad, [[Amenofis III]]. Nicolas Grimal a gomz eus un « heoladur » <ref>« solarisation »</ref> eus an doueed pennañ dindan ren ar faraon-se ha kehelerezh strizh kant an heol a vefe e zisoc'h poellek<ref>N. Grimal, pajenn 272</ref>.
 
A-raok Ac'henaton, Aton a oa un doue dister, testeniekaet abaoe ar [[Krennimpalaeriezh|Grennimpalaeriezh]]. Da vare an [[nevezimpalaeriezh]], [[Thoutmose III]] a oa en em lakaet en e warez hag [[Amenhotep III]], a oa unan eus e ditloù « Sked Aton », en doa broudet azeulerezh an doue.
11 541

modification