Kleñved rouez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : Ar '''c'hleñvedoù rouez''' pe '''kleñvedoù emzivat''' zo kleñvedoù hag a sko nebeutoc'h evit 0,2 % eus ar boblañs. Hiziv an deiz e istimer ez eus etre 5 000 ha 8 ...
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 24 Meu 2008 da 18:02

Ar c'hleñvedoù rouez pe kleñvedoù emzivat zo kleñvedoù hag a sko nebeutoc'h evit 0,2 % eus ar boblañs. Hiziv an deiz e istimer ez eus etre 5 000 ha 8 000 kleñved a seurt-se. 80 % eus ar c'hleñvedoù-se zo a orin genetek.

Badezet eo bet ar c'hleñvedoù-se Kleñvedoù emzivat abalamour ma'z eo diaes evit abegoù ekonomikel diorren doareoù da bareañ un niver a glañvourien izel-kenañ (da skouer, ur ganedigezh diwar 100 000 - ur feur boutin evit ar c'hleñvedoù genetek ral- a dalvez war-dro daou glañvour bep bloaz e Bro-C'hall). Ar postadurioù arc'hant bras a vez ret evit kavout un doare da bareañ an dud a harz ouzh ar c'hoant saveteiñ an dud.


Ar c'hleñvedoù rouez en un nebeud sifroù

  • Lavaret e vez ez eo rouez ur c'hleñved pa vez skoet ganti nebeutoc'h evit un den diwar 2 000, da lâret eo, e Bro-C'hall, nebeutoc'h evit 30 000 den evit ur c'hleñved resis.
  • Kontañ a reer tost 8 000 kleñved rouez anavezet, 80 % anezho zo a orin genetek.
  • Pemp patologiezh nevez a vez deskrivet bep sizhun er bed. Etre 6 ha 8 % eus poblañs ar bed a vefe skoet, a bell pe a dost, gant ar c'hleñvedoù-se, da lâret eo 4 milion Gallaoued, 25 milion Europeiz ha 27 milion Amerikaned (er Stadoù-Unanet).
  • Un hanterkant kleñved rouez bennak a sko pep hini un nebeud miliadoù tud er Frañs, tra ma n'eo skoet nemet un nebeud kantadoù gant 500 kleñved all, pe zoken un nebeud degadoù a dud hepken.


  • Da skouer e kaver e Bro-C'hall :
15 000 den klañv gant an drepanokitozenn
5 000 à 6 000 den klañv gant ar mukovisidos
5 000 den skoet gant miopatiezh Duchenne
etre 400 ha 500 klañvour skoet gant al leukodistrofiezh
Un nebeud tud skoet gant ar progeria pe ar koshadur abred (nebeutoc'h evit 100 klañvour er bed).