Egipteg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
JAnDbot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: cs:Egyptština
Linenn 11:
 
An '''Egipteg''' zo ur yezh [[yezhoù afrikat-hag-aziat|afrikat-hag-aziat]] kar tost d'ar [[Berbereg]], d'ar [[yezhoù semitek|semiteg]], ha d'ar [[Bejaeg]].<ref>Loprieno 1996.</ref>. Chom a reas bev ar yezh-mañ betek ar V{{vet}} kantved goude J.-K. dindan stumm an [[egipteg#demoteg|demoteg]] ha betek diwezh ar XVII{{vet}} kantved dindan stumm ar [[kopteg|c'hopteg]]. Kavet ez eus bet roudoù skrivet eus egipteg deiziadet eus war-dro [[-3200|3200]], ar pezh a ra anezhañ unan eus ar yezhoù koshañ testeniekaet. Yezh vroadel [[Egipt]] hiziv eo [[arabeg Egipt]], en deus kemeret tamm-ha-tamm lec'h ar [[kopteg|c'hopteg]] evel yezh ar vuhez pemdez er c'hantvedoù o deus heuliet [[aloubadeg muzulmat Egipt]]. Implijet e vez c'hoazh ar c'hopteg el liderezh gant an ilizoù koptek, hag a-hervez e vefe un dornad yezherien a-vihan hiziv an deiz.<ref>Ar c'hopteg a c'hallfe bezañ chomet bev e lec'hioù distro eu Egipt-uhel betek an XIX{{vet}} kantved hervez James Edward Quibell, "When did Coptic become extinct?" e : ''Zeitschrift für ägyptische Sprache und Altertumskunde'', 39 (1901), p. 87).</ref><ref name="Daily Star Egypt">[http://www.dailystaregypt.com/article.aspx?ArticleID=106 ''Daily Star Egypt''. 23 a viz Genver 2007]</ref>
 
== Prantadoù an Egipteg ==
 
Hervez ar skiantourien e c'haller rannañ egipteg e c'hwec'h prantad amzer pennañ :
 
* [[Egipteg#Egipteg arkaek|Egipteg arkaek]] (kent 2600 kent J.-K.)
* [[Egipteg#Henegipteg|Henegipteg]] (2600 kent J.-K.– 2000 kent J.-K.)
* [[Egipteg#Krennegipteg|Krennegipteg]] (2000 kent J.-K.– 1300 kent J.-K.)
* [[Egipteg#Egipteg izel|Egipteg izel]] (1300 kent J.-K.– 700 kent J.-K.)
* [[egipteg#Demoteg|Demoteg]] (VII{{vet}} kantved kent J.-K.– V{{vet}} kantved eus hon oadvezh)
* [[Kopteg]] (IV{{vet}} kantved – XVII{{vet}} kantved)