Pasquale Paoli : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 15:
[[Skeudenn:Pascal Paoli01.jpg|200px|thumb|Delwenn '''Pasquale Paoli''' war blasenn greiz [[L'Isula Rossa]]]]
 
'''Pasquale Paoli''' ('''Pascal Paoli''' e galleg) ([[6 Ebrel|6 a viz Ebrel]] [[1725]] - [[5 C'hwevrer|5 a viz C'hwevrer]] [[1807]]) a oa ur brogarour hag un dispac’hourdispac’her eus [[Korsika]].
 
Paoli a oa bet ganet e La Stretta, e parrez [[Morosaglia]]. Mab e oa da [[Giacinto Paoli]], a oa bet ministr gant ar roue [[Theodor I (Korsika)|Theodor Iañ a Gorsika]], hag a oa bet o’n em gannañ a-enep yev [[Genoa]] war an enez. Pa voe trec’h armeoù Genoa e rankas Giacinto Paoli mont d’an harlu. E [[1739]] ez eas da [[Naplez]], en [[Italia]], gant e vab. Pasquale a reas e studioù eno. Goude-se e voe ofiser en arme roue Naplez betek [[1755]]. Da neuze e tistroas da Gorsika, d’an [[29 Ebrel|29 a viz Ebrel]], da reiñ harp d’an emsavadeg nevez a-enep galloud Genoa. D’an [[13 Gouere|13 a viz Gouere]] e voe dilennet ''Capu Generale'' (pennrener) an emsavadeg a-enep Genoa, e kouent Sant Antone de la Casabianca. Diwezhatoc’h er bloavezh-se, e miz Du, e voe embannet dizalc’hiezh Korsika.