Homeros : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot kemmet: ja:ホメーロス
Linenn 15:
''Dicunt Homerum caecum fuisse'', a veze desket er yezhadurioù latin: lavaret e vez e oa dall Homeros. War div elfenn a gaver en e skridoù eo harpet ar soñj-se.
* Da gentañ eo dall ar barzh [[Demodokos]] a zo meneg anezhañ en [[Odisseia]] a-benn kanañ danevelloù eus brezel Troia.
*Da c'houde, diwar e benn e lavar Delien, oberer kan Homeros da [[Apollon]] Delien ([[Kanoù Homeros]] a voe kanoù deroet da Homeros) : "Un den dall eo, a zo o chom e [[C'hios]] roc'hellek".
 
Koulskoude en deus merket Martin P. Nilsson, e-barzh ''Homer and Mycenæ'' ([[1933]]), e veze graet "tud dall" da gustum gant ar varzhed, e broioù zo eus ar Slaved. Kollet ar gwelet : broudet an eñvor sañset. Er c'hevredigezhoù hen ivez e veze un den dall evel un arouez : an hini a wel an disgwel dreist, ne wel ket hemañ drezañ e-hunañ. Evel korf un doue eo. Skwerioù zo : lakaomp [[Tiresias]] pe [[Oedipus]]. An hini kentañ skoet dall abalamour d'ur vallozh, roet dezhañ avat galloud an divinour evit kempouezañ. An eil zo skoet dall pa krog da welet ar wirioniez : pezh a zigas anezhañ d'ur seurt santelezh. Marteze eo dallentez Homeros eus ar seurt-se.