Yezh kalvezadel : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot kemmet: is:Tilbúið tungumál
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Ur '''yezh kalvezelkalvezadel''' pe '''yezh savet a-ratozh''' (saoz. ''constructed language'' pe ''conlang'') a zo ur yezh bet savet gant unan bennaket pe ur skipailh tud. Da lâret eo ez eo ur ''yezh savet a-ratozh'' ar c'hontrol-mik diouzh ar ''[[Yezh naturel|yezhoù naturel]]'' diorroet a-hed an amzer gant an dud.
 
Lod eus ar yezhoù savet a-ratozh oa bet ijinet evit bezañ implijet gant an dud evel ma vefe yezhoù naturel anezhe (dreist-holl evel '''yezhoù etrebroadel''' ouzhpenn ar re naturel). Lod all avat oa bet krouet evit meur a bal all, da skwer evit reiñ un tamm buhez da skridoù faltazi evel re [[Tolkien|Dolkien]], o klotaat neuze meur a wech gant ''bedoù savet a-ratozh'' ivez..., evit gwirikaat damkanoù yezhoniel evel al ''[[lojban]]'', evit gallout daremprediñ gant tud dre guzh (d.s. an ''awolang'' [http://www.langmaker.com/db/mdl_awolang.htm]) pe c'hoazh evit dudi an dud a bled gante (d.s. ar ''cinpzy'' [http://www.langmaker.com/db/mdl_cinpzy.htm])
 
A-wechoù e vez implijet an termen '''yezh steuñvet''' (saoz. ''planned language'') evit komz eus ar yezhoù a seurt-se savet evit bezañ implijet gant an dud evel yezhoù naturel evel an [[esperanteg]], rak ne blij ket alies da gomzerion ar yezhoù-se termenoù all a vez implijet alies a-walc'h evel '''yezh kalvezelkalvezadel''' (saoz. ''artificial language'') abalamour ma'z eo ar yezhoù-se ken ''naturel'' hag ar re all herveze. Implijet e vez an termen-mañ gant ar re a ra gant an [[esperanteg]]. Peurliesañ eo pal seurt yezhoù talvezout da ''yezhoù etrebroadel ouzhpenn'', da lâret eo yezhoù sañset bezañ neptu a c'hellfe bezañ desket ouzhpenn ar yezhoù-mamm (pe ''yezhoù kentañ'') evit mont e darempred gant an dud dre ar bed a-bezh.
 
==Renkadur ==