Enrico Fermi : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: zh-min-nan:Enrico Fermi
Ouzhpennet liammoù diabarzh
Linenn 18:
Kejañ a ra ouzh kalzig fizikourien brudet en [[Italia]] a-raok bezañ prezeger 'pad daou vloaz e skol veur [[Firenze]] . War-lerc'h, e 1926, ez a da gelenner war ar fizik teorikel e [[Roma]] . E-kerz ar mare-se eo e tiorroo teorienn stadennel kantik, anvet diwezhatoc'h stadegoù Fermi- [[Dirac]].
 
Adalek [[1932]] ez a war zu ar fizik nukleel. E-kerzh ar bloavezh-se e skrivo ur pennad diwar benn ar radioaktivelezh β. E 1934 ez a pelloc'h gant e deorienn diwar ar skignadennoù banoù β hag ez a etrezek krouadur [[izotopoù]] nevez skinoberiant dre bombezadurioù neutronoù gorrek.
 
E penn kentañ an [[eil brezel bed]] (genver 1939) e tivro Fermi gant e familh d'ar [[SUA|Stadoù Unanet ([[SUA]]). Kelenn a ra neuze e [[Columbia]] gant e vignon [[Leó Szilárd]] . Kenlabourat a reont asambles e skol veur [[Chicago]] da sevel ur pil atomek. Aze eo d'an 2 a viz kerzu [[1942]] ez krouet ar reaktadur terriñ heuliet gentañ meret gant mab-den. Ar reaktor nukleel kentañ eo. Labourat a ra goude e [[labourva Los Alamos]] e skipailh [[raktres Manhattan]] betek fin ar brezel. Roet ' vo dezhañ ar vroadelezh [[SUA|amerikan]] e [[1945]] evit e labour tro ar vombezenn nukleel.
 
E [[1946]] e asant ar post kelenner en INS (Institute for Nuclear Studies)e [[Chicago]] ([[SUA]]), anvet diwezhatoc'h Enrico-Fermi Institute. Evit e enoriñ ez eus bet savet ar priz Enrico-Fermi, roet adalek [[1954]] evit goprañ diorroadennoù dibar e ran an energiezh.
 
Mervel a reas e [[1954]] diwar ur [[Krign bev|c'hrign bev]] eus ar stomok.
 
== Labourioù ==
Linenn 33:
 
* Dizoloadur an neutronoù gorrek
 
[[Rummad:Tud]]
[[Rummad:Fizikourien Italia]]
[[Rummad:Priz Nobel Fizikar fizik]]
[[Rummad:Ganedigezhioù 1901]]
[[Rummad:Marvioù 1954]]