Jean-Marie de Lamennais : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Jean-Marie de Lamennais''' pe, ent-ofisiel '''Jean-Marie de la Mennais''', a zo bet ganet d'an [[8 Gwengolo|8 a viz GwenholonGwengolo]] [[1780]] e [[Sant-Maloù]] ([[Breizh]]) ha marvet d'an [[26 Kerzu|26 a viz Kerzu]] [[1860]] e [[Ploermael]] ([[Breizh]]).
 
Abred-kenañ, dre e vuhez kefredel uhel, e voe douget da zifenn an Iliz a-enep da brederourion ar [[Sklêrijennoù]]. Kelenner e voe war ar [[Feizoniezh]] ha goude e velegiezh e voe kure en Iliz-veur [[Sant-Maloù]] ha neuze sekretour eskob [[Sant-Brieg]] ha goude-se e [[Pariz]] e-lec'h ma voe karget da zibab un daou-ugent a eskibion evit [[Bro-C'hall]]. Nac'h a reas bepred bezañ eskobet e-unan avat. Etretant en deus diazezet gant an [[abad Deshayes]] eus [[an Alre]] ur genvreuriezh a vo penn-kentañ kenvreuriezh "[[Breudeur ar Gelennadurezh Kristen]]" anavezet gwelloc'h dindan he lesanv "Breudeur Ploermael", e-lec'h m'emañ Ti-kreiz an urzh-se.
 
Gant e vreur '''[[Félicité Robert de Lamennais|Felisite de Lamennais]]''' e skrivas pennadoù a voe kondaonet gant Roma. Neuze e plegas Yann-Vari met e vreur a daeras betek terriñ gant an Iliz. Gouzañv kalz a reas Yann-Vari diwar an dra-se hag en em ouestlas neuze penn-da-benn da oberenn ar skolioù kristen. E [[1851]] e voe benniget an oberenn gant ar pab [[Pius IX]] ha da fin e vuhez e konted dija 800 breur.
 
[[Rummad:Tud|Lamennais, Jean-Marie de]]