Hellespontos : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
O tiverkañ kement danvez zo war ar bajenn
Neal (kaozeal | degasadennoù)
resteurel
Linenn 1:
[[Skeudenn:Dardanelles_map2.png|right|thumb|An '''Hellespontos/[[Dardanelloù]]''', ur [[strizh-mor]] a-hed [[ledenez]] [[Gallipoli|Gallipoli]], etre ar [[Balkanoù]] hag [[Azia]] [[Anatolia]] ([[Azia-Vihanañ]]).]]
 
'''Hellespont''', pe '''Hellespontos''' (Ἑλλήσποντοs e [[gregach]], a dalvez kement ha "Mor Helle"), eo anv kozh ar strizh-mor a zo anvet [[Dardanelloù]] en [[Europa]]. Drezañ e tremener eus ar [[Mor Kreizdouarel]] da [[Mor Marmara]], hag alese, dre ur strizh-mor all, hini ar [[Bosfor]], d'ar [[Mor Du]], gwechall [[Pont-Euksin]].
Gwelout ar gartenn:[[http://www.fsmitha.com/h1/map13ga.html Kartenn Hellespont]].
 
==An anv==
Dont a ra an anv eus [[Helle]], merc'h da [[Atamas]], beuzet eno hervez [[mojenn]] ar [[Maoutken aour]].
 
Meur a anv a oa dezhañ el [[lennegezh klasel]] ''Hellesponium Pelagus'', ''Rectum Hellesponticum'' ha ''Fretum Hellesponticum'')
[[Skeudenn:Balkan_topo_en.jpg|right|thumb|Ar [[Balkanoù]].]]
 
==An Hellespontos er mojennoù kozh==
*Diwar-benn orin an anv, gwelout mojenn [[Helle]].
*Ur paotr yaouank, [[Leandros]], evit adkavout e vuiañ-karet [[Hero]], a oa bet gouest da dreuziñ an Hellespont war-neuñv. Diwezhatoc'h e reas ar barzh saoz [[Byron]] ar memes [[tro-gaer]].
 
==An Hellespontos e Gres klasel==
Hervez [[Herodotos]] ([[Istorioù Herodotos]], VII, 33-37) e c'hourc'hemennas [[Kserses]], impalaer ar Bersed, mab da [[Darius Veur|Zarius Veur]] e vije savet daou [[pont|bont]] a-dreuz d'ar strizh-mor e-tal kêr [[Abidos]], e [[- 482|482]] kent JK, evit ma'z aje e [[lu]] bras-meurbet da aloubiñ Henc'hres.
Herodotos a skrivas e oa 5 milion a soudarded bodet en dro d'an impalaer, met an istorourien a-vremañ a soñj dezho e oa 250 000 den d'ar muiañ en e arme<br>.
Pa voe distrujet ar pontoù gant ur [[korventenn|gorventenn]] e urzhias an impalaer ma vije fouetet ar mor gant 300 [[skourjez]] ha ma vije taolet 300 pezh kefioù-prizoniad ennañ. Rediet e oa an ijinourien da zresañ ar pontoù, met pennoù ar re a oa bet kavet kiriek d'ar freuz a voe troc'het ha taolet en dour ouzhpenn.
 
==Douaroniezh==
Sellout ouzh an [[Dardanelloù]].
 
Anvet e voe ar strizh-mor [[Dardanelloù]] goude ma voe sinet skrid-emglev peoc'h [[Dardania]] (Troia, 85 kent J.-C.) etre ar Romaned ha [[Mithridate VI]], roue ar [[Pont]].
 
 
[[Rummad:Lec'hanvioù Hellaz kozh]]
[[Rummad:Mor Egaios]]
[[Rummad:Strizhoù-mor Europa]]
 
 
[[el:Ελλήσποντος]]
[[en:Hellespont]]
[[fr:Hellespont]]
[[it:Ellesponto]]
[[no:Hellespont]]
[[pl:Hellespont]]