Robert E. Howard : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot kemmet: en:Robert E. Howard
Linenn 6:
Robert Ervin Howard a zo bet ganet e Peaster ([[Texas]]) d’an 22 a viz Genver 1906. Izaag Mordecai Howard (e dad), hag a oa mezeg, a lakaas e familh da zilojañ meur a wech. Adalek miz Genver 1915 en em stalias ar familh Howard etre Brownwood hag Abilene, e kêriadennoù evel Cross Cut, Burkett. Ar familh en em stalias da vat e Cross Plains adalek 1919. Hervez kont e vefe bet Howard un den 2 vetrad uhelder dezhañ, ur bugel gwan hag a veze skoet gantañ, hag ur marc’heger ampart. Studiañ a reas e Cross Plains, hag e Brownwood, hag e paouezas gant e studioù e-kreiz e vloavezh kentañ er skol-veur. Pa voe yaounank c’hoazh e tiskouezas e oa dedennet gant ar sevel skridoù hag al lenn. Kalonekaet e voe gant e vamm, dizoloiñ a reas ar c’hazetennoù pulps, hag e stagas da vat da skrivañ adalek 1921.
 
E istor kentañ "Spear and Fang" a voe embannet er gelaouenn ''[[Weird Tales'']] pa oa-eñ 19 vloaz. Goude un nebeud bloavezhioù diaes e teuas da vezañ brudet e 1928, pa voe embannet istorioù Solomon Kane, ha dreist-holl peogwir e teuas a-benn da werzhañ e istorioù, en o zouez rentaoù-kont krogadoù [[boks]], da gelaouennoù all. Brudetoc’h e voe c’hoazh e 1930 a-drugarez da zanevelloù evel "Roueed an noz", "An den du", "Doueed Bal-Sagoth" hag un heuliad diwar-benn ar C’hroazadegoù. Kregiñ a reas ivez da genskrivañ gant [[Howard Phillips Lovecraft]], hag e kendalc’has betek e varv. A-drugarez da grouidigezh Conan (e 1932) e chom brudet c‘hoazh hiziv an deiz. Daoust d’ar pezh a c’haller klevout a-wechoù ne skrive ket Howard pa veze mezv, er c’hontrol e laboure e destennoù dizehan : bez ez eus c’hoazh miliadoù a bajennedoù brouilhoñs gouestlet da Gonan ha n’int ket bet embannet.
 
Paket e oa e vamm gant an droug-skevent abaoe pell, ha war ziskar ez eas he yec’hed er bloavezhioù 1930. War a seblant e voe diaes an darempredoù etre ar vamm hag he gwaz, neuze ez eo Robert a reas war he zro, rak pouezus-tre e oa e vamm evitañ. E 1934 e kejas Howard gant ur plac’h anvet Novalyne Price, hag a oa o paouez bezañ anvet da skolaerez e Cross Plains. O darempred a chomas a-sav da vat en nevez-amzer 1936. D’ar mare-se ez ae fall-tre yec’hed mamm Howard, hag anat e oa e oa-hi o vont da vervel.