Enklozadur : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
adlakaat stumm orin
kemer e kont an evezhiadennoù talvoudus
Linenn 1:
[[Skeudenn:Enklozadur.png|right|frame|C zo un enklozadur eus A hag un [[ezklozadur]] eus B.]]
 
EnE yezh an [[Douaroniezh|douaroniezh]], e vez graet '''enklozadur''' pe [[sankenn]] diabarzh eus un tamm douar zo gronnet penn-da-benn gant un tiriad diavaez all. Ma vez an [[aotrouniezh]] war an douar-se gant un vro all e vez lavaret ez eo un '''[[ezklozadur]]''' pe ur sankenn diavaez eus ar vro-se ivez.
 
Diwezhat a-walc’h eo deuet keal an enklozadur d'ober e dreuz e [[luc’haj]] an [[diplomategezh]]. Ne vez ket kavet e [[saozneg]] a-raok [[1868]]. Amprestet eo bet ar ger ''enclave'' gant ar yezh-se digant ar galleg a oa yezh an diplomategezh, al [[lingua franca]], d'an ampoent. Ster ar ger er yezhoù-se a zeu eus al [[latin]] diwezhañ ''inclavatus'' a dalvez ''prennet, alc’hwezet'' (eus al latin diwezhañ ''clavis'', alc’hwez). E brezhoneg eo bet savet ar ger diwar ar rakger ''en'' (diabarzh) ha ''klozañ'' (serriñ). Kavet e vez ken abred ha [[geriadur]] [[François Vallée|Vallée]] e [[1931]]. Keal an ezklozadur, diwar ar rakger ''ez'' (diavaez), zo en em zispaket e bed an diplomategezh e-tro 30 vloaz war-lerc’h hini an ''enklozadur''.
 
Meur a abeg zo da diriadoù zo bezañ enklozet. Abegoù [[istor|istorel]], [[politikerezh|politikel]] pe [[douaroniezh|douaroniel]]. Takadoù zo, da skouer, zo deuet da vezañ enklozadurioù traken peogwir e oa bet cheñchet rednaoz gant ur stêr.
 
Diaezamantoù fraezh a sav diwar bevañ en un enklozadur. Emglevioù liesseurt zo da vezañ kavet etre meur a vro evit ar [[chomlec’h]]ioù, an [[tredan]] pe ar gwirioù tremenerezh. Setu perak eur tuet da glask en em zizober anezho ha kalz enklozadurioù a oa en amzer dremenet zo bet diverket bremañ.
 
D'alE livediabarzh isvroadelur vro zoken e oa niverus an enklozadurioù [[relijion|relijiel]] er [[Krennamzer|Grennamzer]]. E Breizh eo brudet parrezioù enklozet eskopti Dol dreist-holl. E [[Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon|Bro-Saoz]] e veze graet '''peculiars''' eus ar parrezioù enklozet.
 
==Stadoù enklozet==
Linenn 21:
==Stadoù arvorel==
Stadoù zo a c’hall bezañ enklozet e Stadoù all, war-bouez ul lodennig arvorel bennak eus ar vro a c’hallont drezi en em zigeriñ war-du ar mor bras. Un tamm trepasig n'eo ken koulskoude.
* Ar Stad heverkañ evel-se eo [[Gambia]] a vije enklozet klok e-barzh ar [[Senegal]] paneve ur vandennig 50 km a-hed war aod ar [[meurvor atlantel]].
* [[Sultanelezh]] [[Brunei]] e diabarzh [[Malaysia]]. Brunei a ya div lodenn arvorel distag d'hec’h ober. Tu zo da sellet ouzh distrig bihan [[Temburong]] evel un ezklozadur eus Brunei pe evel un enklozadur e Malaysia. Amañ koulskoude e vez astennet gorread ar vro gras d'ar 'vandenn arvorel'.
* [[Priñselezh]] [[Monaco]] e [[Frañs]].
Linenn 86:
 
* E [[Breizh]]
**[[Kumun]] ar [[Kenkiz-Yuzhael (ar)|Genkiz-Yuzhael]] a zo enklozet-mik e-barzh hini [[Plouvalae]].
** Kêr [[Karaez]] a oa enklozet e-barzh kumun [[Plougêr]] war-bouez al lodennig strizh he dispartie eus [[Plonevell]] dre ar [[Stêr-Iêr]]. Unanet eo bet an div gumun e [[1956]] evit mont d'ober kumun [[Karaez-Plougêr]].
** Eskoptioù Breizh a oa enno parrezioù enklozet niverus eus eskopti [[Dol]]. Gwelet [[Roll ezklozadurioù Eskopti Dol]].