Lombarded : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: sl:Langobardi
kempenn
Linenn 6:
 
 
Unan eus ar pobloù [[Germaned|german]] e oa al '''Lombarded''' pe ''Langobarded''. Er [[Iañ kantved|c’hentañ kantved]] e oant o vevañ e [[traoñienn]] ar [[stêr]] [[Elbe]], e [[hanternoz]] [[Alamagn]] hiziv. Er [[IVe kantved]] e voeoa pobloù all o tont eus ar [[Reter|reter]] ha mont a reas al Lombarded war-zu ar [[kreizteiz|c’hreisteiz]]. Goude ur pennad en em ziazezjont e ''[[Pannonia]]'' hag e ''Noricum'' ([[Aostria]] hag [[Hungaria]] hiziv). Reiñ a reas an [[Impalaeriezh roman ar Reter|impalaer roman]] [[Justinianus Iañ]] an aotre dezho da chom eno e [[548]], evel ''foederati'' (pobl kevreet gant ar Romaned).
E [[568]], dindan ren o roue [[Alboin]], e voe treuzet an [[Alpoù]] ganto hag aloubiñ a rejont hanternoz [[Italia]]. Eno e voe savet ur [[rouantelezh]] ganto, gantha [[Pavia]] da gêr-benn.
Goude se ez ejont pelloc’h war-zu kreiz ha su Italia, hep tagañ evelkent [[Stadoù ar Pab]] nag arvor ar c’hreisteiz a oa e dalc’h an [[Impalaeriezh roman ar Reter|Impalaeriezh vizantat]].
Goude marv ar roue Alboin (war-dro [[570]]) e voe rannet o rouantelezh e [[36]] [[Dugelezh|dugelezh]]. Ne oa ket unvan bro al Lombarded ken ha gwanoc’h en em gavent evit talañ ouzh tagadennoù [[Bizantion]] diouzhen un tu pe re ar [[Franked]] diouzh anen tu all.
 
Pa zeujont da Italia e oa [[Pagan|pagan]]ed eus darn eus al Lombarded, tra ma heulie lod all [[kristeniezh|kredenn gristen]] [[Arius]]. Abalamour da se ne oa ket mat an darempred etrezo hag ar [[pab|bibien]]. Tammig-ha-tammig hepken e voe degemeret ganto ar boazioù roman hag ar relijion gatolik.
Gant ar Pab e voe galvet ar [[Franked]] war d'e sikour enep dezho, ha trec’h e voe ar re-seFranked, renet gant [[Pepin ar BerrGrenn]], war al Lombarded. Dont a reas ar Franked adarre, galvet gant ar Pab [[Adrian Iañ]], ha trec’h e voent adarre. [[Karl Veur]], roue ar Franked, a voe kurunet roue al Lombarded e [[Pavia]] e [[774]]. Lonket e voe bro al Lombarded neuze en [[Impalaeriezh Karl Veur]].
Lezet o deus al Lombarded o anv d’ur rannvro vras e hanternoz Italia a vez graet [[Lombardia]] anezhi.