Germania : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
tamm astenn
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6:
Ne glot ket tachenn Germania gozh gant hini [[Alamagn]] hiziv, evel ne glot ket [[Galia]] gant Bro-C'hall. Daoust da se ez eus douaroù boutin dezho.
 
'''Germania Magna''' pe '''Magna Germania''' (« Germania vras ») a veze graet eus an douaroù na oant ket bet aloubet gant ar Romaned, etre an [[Eil kantved kt JK|IIvet kantved kent JK]] hag ar [[VIvet kantved]], : an douaroù er c'hreisteiz da aod [[Mor an Hanternoz]] hag ar [[Mor Baltel]], en hanternoz d'an [[Alpoù]], etre Roen ha Vistul. Poblet an douaroù-se gant [[Germaned]].
 
En o c’hichen e oa douaroù all a oa annezet gant Germaned ivez met a oa bet aloubet gant ar Romaned : mont a raent d’ober ar proviñsoù anvet [[Germania Inferior]], [[Germania Superior]], [[Raetia]] ha [[Noricum]]. Meur a wech e voe klasket gant ar soudarded roman mont pelloc’h er reter d’ar [[Roen]], en aner avat. Ar C’hermaned, diouzh o zu, a oa kustum da dagañ ar c’hreñvlec’hioù roman e proviñsoù [[Germania Inferior]] ha [[Germania Superior]].