Pasquale Paoli : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 19:
Paoli a oa bet ganet e La Stretta, e parrez [[Morosaglia]]. Mab e oa da [[Giacinto Paoli]], a oa bet ministr gant ar roue [[Theodor I (Korsika)|Theodor Iañ a Gorsika]], hag a oa bet o’n em gannañ a-enep yev [[Genoa]] war an enez. Pa voe trec’h armeoù Genoa e rankas Giacinto Paoli mont d’an harlu. E [[1739]] ez eas da [[Naplez]], en [[Italia]], gant e vab. Pasquale a reas e studioù eno. Goude-se e voe ofiser en arme roue Naplez betek [[1755]]. Da neuze e tistroas da Gorsika, d’an [[29 Ebrel|29 a viz Ebrel]], da reiñ harp d’an emsavadeg nevez a-enep galloud Genoa. D’an [[13 Gouere|13 a viz Gouere]] e voe dilennet ''Capu Generale'' (pennrener) an emsavadeg a-enep Genoa, e kouent Sant Antone de la Casabianca. Diwezhatoc’h er bloavezh-se, e miz Du, e voe embannet dizalc’hiezh Korsika.
 
Evit bezañ degemeret gant an holl, ha pa n’o dije ket votet evitañ, ha peogwir e kare e vro, e klaskas Paoli kas da benn unaniezh ar vroad war an dachenn bolitikel. Ur wech trec’het war e enebourien (an dud o doa votet evit lakaat tud all e penn an emsavadeg pe ar re a-du gant Genoa), e voe, da vat, rener ar vro. Ur [[Bonreizh|Vonreizh]] a voe savet ha roet e voe ar gwir da votiñ d’an holl. Bonreizh Korsika a voe skrivet gant tud a lezenn eus an enezenn, bodet gant Paoli. Gant ar Vonreizh-se e voe awenet hini ar [[Stadoù-Unanet]]. Dont a rae Korsika da vezañ ar stad demokratel gentañ en Europa. Trec’h e voe ar Gorsiz war armeoù Genoa a voe kaset er-maez eus an enezenn, war-bouez un nebeud kêrioù war an aod. Neuze e stagas Paoli da sevel da vat ur gwir stad, ma veze rannet ar galloudoù, ha gant ur velestradurezh efedus. Krouet e voe ur skol-veur e [[Corti]]. E Corti ivez edo sez ar gouarnamant.
 
War dachenn an [[armerzh]] e voe klasket reiñ harp d’al labour-douar, dizourañ ar geunioù hag al lec’hioù mouest, broudañ ar c’henwerzh. Krouet e voe ur gêr nevez, [[L’Isula Rossa]], e [[1758]], evit kempouezañ ar galloud armerzhel a oa c’hoazh gant kêrioù chomet etre daouarn Genoa evel [[Calvi]]. Kroget e voe da skeiñ [[moneiz]] e Muratu ([[1762]]). Savet e voe un ti-moullañ broadel evit embann ''Ragguagli dell’Isola di Corsica'', un doare [[kazetenn ofisiel]] evit ar vro. Ur [[morlu]] a voe savet ivez.