Diforc'hioù etre adstummoù "Gwrezverk"

2 082 okted ouzhpennet ,  13 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D (Robot ouzhpennet: te:ఉష్ణోగ్రత)
{{LabourAChomKinnig labour}}
 
== Termenadur ==
Ar '''gwrezverk''' a zo un perzh [[fizik]]el a gaver e pep [[reizhiad fizikel]] ken ez eus un diforc'h etre e lodennoù gant [[tommder|stadoù tomm]] ha [[yenijenn|stadoù yen]] (diwar santadoù boutin an dud e vez tennet an daou termen) hag eo tommoc'h an elfennoù o deus ur gwrezverk (''temperadur'' a vez implijet ivez) uheloc'h.
An danvez a zo diazezet war atomoù ha gant molekulennoù, hag ar re-se o deus o-unan ur fiñv mui pe vui kreñv, fonnus (anvet "energiezh sinetek") ; emañ a zo kablus eus an temperadur a anavezomp (en un doare diheeun) en omp buhez pemdeziek.
 
Da skouer, pa gej daou gorf, e vez graet un eskemm termek kenetrezo. Ma vez ijinet ganeomp ur gastelodenn tomm hag un tamm kig yenn e-barzh ; ar c'horf tomm a raio milliardoù ha milliardoù a kejadennoù mikroskopek gant ar c'horf all, betek ma vefe an daou c'horf a fiñv kement (kempouezhet).
Unan eus ar [[parametr]]où pennañ an [[termodinamik]] ei ar grwezverk muzuliet gant ur seurt [[ardivink]] a zo ar [[grwezverker]] e anv.
E skiantoù fizikel e vez anvet ar fed boutiñ-se « tommder ».
Un afer tost da-se eo ar gouloù o-lakaat de fiñval an elfennoù danvez-se da fiñval dre e energiezh e-unan...
 
Tu vefe skeudenniñ ar fed tommder-mañ evel miliardoù a volotennoù o en em skeiñ an eil war egile en egor, ar re kentraouetañ (tommañ) o reiñ lañs d'ar re all, hag ar re gorrekañ (yenañ) o gorrekaat ar re-all. Ne chom mui da soñjal eo an tizh-se an tommder evit peurechuiñ an daolenn.
==Skeul mikroskropek==
Ar gwrezverk a zo [[keitad]] an [[energiezh]] dispaket gant [[luskad]]où [[miskroskop]]ek ur [[rannig (fizik)|rannig]] en e reizhiad fizikel rannet dre an [[derez frankiz]].
 
== Ar gwrezverker, pe termometr ==
==Skeul en bras==
An termometr kentañ bet savet a zo termoskop Galile, graet e 1597 (o implij perzhioù an tommder dizoloet gant Archimed). An termoskop zo graet eus klogorennoù-gwer enno ur memes volum a dourenn, met ganto ur mas disheñvel, en un tuelenn leun a zour (pe alkol). Kemm a ra uheleder ar c'hlogorennoù-gwer gant an temperadur...
Er skeul makroskopek, hini an dud voutin koulz ha hini skiantourien zo, ar gwrezverk a zo ur [[kempouez termek|c'hempouez termek]] etre daou dra disheñvel a-walc'h ha m'eus ket eskemm energiezh etrezo.
 
Ijinet eo bet ivez digantañ ur sistem termometr gant alcool (1593); met ne oa ket resis a-walc'h... Ur c'hantved goude (1730) e teue a-benn "René-Antoine Ferchault de Réaumur" d'en ober gant "spered ar gwin" (anv kozh an etanol).
 
E-kreiz an XVIIIvet oa implijet dreist-holl termometroù gant merkur war un dereziadur kantvedel etre ar skornadur hag an aezhenadur an dour, blam da kavadenn Anders Celsius (1741). E gwellentez oa dreist-holl war ar plas kemeret gantañ : an termometr diwar an alkol a gemere kalz a blas.
An disoc'h-se zo bet posubl rak d'ar c'havadennoù da heul :
- E 1702, an astronomour Ole Roemer a sav un termometr gant alkol a roio d'an termometr e stumm a hiziv.
- E 1717, ar skiantour alamant Fahrenheit (1686-1736) a eilpenn an alkol gant ar merkur.
 
 
 
Dibabet eo bet e Breizh e 1999 difenn gwerzh (hag e implij en ospitalioù) an termometroù merkur, rak d'o danjerusded pa vezont toret. Hiziv an deiz e vez kentoc'h implijet termometroù elektronek pe IR...
 
== An unanennoù ==
E astronomiez e vez anavezet un niver bras a unannenoù da "vuzul" an temperadur, met ar re pennañ, etrevroadel a zo ar re da heul ;
 
Ar c'h/kelvin, eus arouez « K ».
Un temperadur absolut eo ; ar 0 K eo ar mann absolut (par da -273,15 °C), ha 273,16 K a zo ar poent tridoubl an dour (da lavaret eo al lec'h ma'z eo gazek, dourennek, ha skornek e memes mare)
 
- Ar muzul e Celsius, eus arouez « °C » . Ar poent 0 eus ar skeul-mañ zo poent treuzfeurmadur an dour e skorn (war an Douar d'an nebeutañ, ha da uhelder ar mor ; rak abretoc'h/goustadikoc'h e c'hoarvez ar reaktadur gant ar gwak, da skouer...). Merzet e vez 273,16K = 0,01°C...
 
Goude e vez kavet ar "skeul kantvedel" etre 0° ha 100°. 0° o vezañ temperadur an dour dourennek ha 100° an dour aezhenaet... Kozh eo ar muzul !
Ar skeul Fahrenheit a zo c'hoaz implijet (rall memestra). 32°F evit ar stad dourennek ha 212°F evit an dour aezhenaet...
Skeul Rankine zo hini Kelvin met rannet dre 9/5...
 
 
Dre-vras e vez implijet ar celsius gant ar bobl, rak aesoc'h da dec'hel soñj ; met ar C'h/Kelvin lavaret "muzul absolut" a vez kentoc'h implijet gant ar skiantourien...
 
==[[Muzul]]iañ ar gwrezverk==
Unanennoù evit muzuliañ ar gwrezverk a zo hini ar [[derez Celsius|skeuliad Celsius]] er bed a-bezh nemet e broiù zo ([[SUA]], [[Jamaika]]). E SUA, darnvuiañ ar skiantourien a ra ganti, met implijet e vez ar [[skeuliad Fahrenheit]] gant an [[oablouriezh|oablourien]] hag an dud voutin.<br>
Ar skiantourien a ra, pa vez ezhomm, gant ar [[skeuliad kelvin]], houmañ ar skeuliad Celsius o kregiñ izeloc'h er derez - 273,15 a c'hellfe bezañ ar gwrezvrek izellañ en [[Hollved]], [[mann absolud]] ar gwezverk a reer anezhañ. N'eo ket reizh ober gant O° K.
 
==Sellet ivez==
95

modifications