Alemanned : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
JAnDbot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: af:Alemanne
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 9:
 
==Brezelioù gant ar Romaned==
E-pad pell e voe an Alemanned o vrezeliañ a-enep an [[Impalaeriezh roman]]. E [[268]] ez ejont war-zu [[RetiaRaetia]], [[Galia]] ha hanternoz [[Italia]], peogwir e oa bet tennet kalz a [[soudard]]ed roman eus harzoù an Impalaeriezh er broioù-se da vont da vrezeliañ a-enep ar [[Goted|C’hoted]]. Freuz ha reuz a voe graet ganto e Galia. Kontañ a ra [[Gregor a Deurgn]], en e ''Historia Francorum'', e oa bodet an Alemanned dindan ren o roue ''Chrocus'' hag ''e voe freuzet Galia a-bezh ganto ha distrujet an holl [[Templ|demploù]] a oa bet savet gwechall''. Setu penaos e tisplege kempredidi Gregor, er [[VIvet kantved]], ar rivinoù a c’hoarveze ganto gwelet en-dro dezho : evito e oa bet graet ar freuz-se gant argadegoù an Alemanned.
 
Ur wech trec’h war ar [[Goted|C’hoted]], an [[Impalaerien roman|Impalaer]] [[Gallienus]] a zeuas a-benn da lakaat an Alemanned da baouez. An Impalaer a zeuas war e lerc’h, [[Claudius II ar Gotek|Claudius II Gothicus]], a oa bet trec’h da vat war ar [[Wizigoted]], a roas lamm d’an Alemanned en hanternoz Italia. Rankout a rejont distreiñ d’o bro orin.