Gouel (bageal) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: oc:Vela
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 196:
 
Da echuiñ e ouzhpenner ar rikoù echuiñ: ar galoñsoù, ar ravalinkoù, al lagadennoù, ar senklennoù kreñvaat, an tammoù gloan, an nervenn olevent...
 
 
 
 
 
== Ar gouelioù ==
 
===''Ar ouel garrez''===
 
Ar patrom koshañ eus Europa eo : krouet eo bet e-pad an Henamzer war ar Mor Baltik pe war ar Mor Kreizdouar gant ar bagoù kenwerzhel ha miloureL. War ar morioù hag ar stêrioù e vezent kat da vont war-raok. Ar Belem (ur vag gant teir wern), da skouer, a zo unan eus ar bigi bras a implije ar ouel garrez. En 19vet kd ne vez ket implijet anezhi ken abalamour d'ar ouel nevez : an tell (pe ouel latin). Gwelet e vez anezhi c'hoazh er Meurvor Atlantel war drakaroù ar Vikinged, avat.
Efedus-tre eo hi pa vez an avel a-dreñv ar vag. Met pa vez dedostaet ouzh toull an avel, ne gerzh ket kenkoulz.
 
Ur Belem
 
===''Ar ouel a drederenn ''===
 
Ar ouel-se n'eo ket rez diouzh ar ouel garrez met he deus kasadennoù gwellaet. Anavezet eo en 19vet kd hag e penn kentañ an 20vet kd dreist holl e Breizh, gant ar bigi pesketa evel ar « sinago » er Mor-bihan pe ar chalouper sardineta.
 
Ar sinago
==='An tell'===
 
 
Deuet war wel en 19vet kantved, an tell, o tont eus an Arabiz, a oa dreist holl implijet war ar Mor Kreizdouar. Kemeret en doa plas ar ouel garrez buan awalc'h war ar bigi kenwerzhel (da skouer ar felouk, ar boutr ) pe vilourel ( evel ar c'hale). Er 15vet kd edo ivez war ar bigi anavezet evel ront eus ar Meurvor Atlantel : ar garavell, ar c'harak, ar galion...
Avañs an tell eo e kerzh mat-tre pa vez an avel o tont eus babourzh pe eus stribourzh ar vag. E-barzh ar rummadoù-se e vez ar Foc pe ar Genoa; anavezet-kenañ, a servij evit ar lienn evit ar ouel a-raok er vag.
 
 
 
 
Ur felouk
 
Ur genoa
 
 
==='Ar ouel livard'===
 
Ar ouel livard anvet ivez balestron he deus ur spar o tont eus ar wern betek penn uhelañ al lienn. Ar sistem-se a laka al lienn d'en em stennañ. Araok e veze implijet dreist-holl war ar stêrioù-meur peogwir e oa mat evit ar bigi a c'helle rabatiñ pe dennañ ar wern evel ar c'hobarioù.
Azalek 1947 edo war an optimistoù,
 
Optimistoù
 
Un optimist
 
==='Ar ouel gornek'===
 
Ar ouel gornek pe orek a zo un emdroadur eus ar ouel a drederenn.
 
 
[[Rummad: Merdeadurezh]]