Republik partenopean : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
astennig
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
D rummadoù
Linenn 1:
[[Skeudenn:Flag of the Parthenopaean Republic.svg|thumb|Banniel ar Republik Partenopean. Heñvel e oa ouzh an triliv gall, met gant liv melen e-lec'h ar gwenn]]
Ar '''Republik partenopean''', pe '''Republik Napolitan'''('''Repubblica Napoletana''' en [[italianeg]]), a voe savet e [[1799]] gant ar jeneral gall [[Jean Etienne Championnet]], pa oa bet trec'het gant e arme hini [[Rouantelezh Naplez]]. Bez ez eo unan eus ar republikoù berrbad a voe savet da-heul an [[Dispac'h gall]] evit skignañ an dispac'h dre ar bed .
 
 
===Orin ar Republik===
 
Pa grogas an Dispac'h gall, ne ziskouezas ket [[Ferdinand I an Div Sikilia|Ferdinand IV roue Naplez]] nag e wreg, ar rouanez Maria Carolina, enebiezh vras ouzh an nevezenti; met war-lerc'h diskar an unpenniezh e Bro-C'hall e savjont kreñv a-enep, hag e [[1793]] e kemerjont perzh en unvaniezh kentañ a-enep Bro-C'hall. Heskinet e voe didruez ar re a veze diskred warne da vezañ a-du gant ar C'hallaoued. Kement-se ne viras ket ouzh ar soñjezonoù republikan da vont war-raok e-touez noblañsed ar vro.
 
 
 
E [[1796]] e voe sinet ar peoc'h gant Bro-C'hall , met e [[1798]], p'edo [[Napoleone Buonaparte]] en [[Egipt]], ha war-lerc'h trec'h [[Horatio Nelson|Nelson]] en [[emgann an Nil]], e oa Maria Carolina oc'h isañ Ferdinand da ziskleriañ brezel da v- Bro-C'hall ur wech ouzhpenn. Nelson e-unan a zigouezhas e [[Naplez]] e miz Gwengolo 1798, ha degemeret e voe war an ton bras. 70 000 soudard a oa bet dastumet buan ha buan d'ober arme Naplez dindan ar jeneral [[Aostria|aostrian]][[Karl von Mack]]: d'an [[ 29 a viz Here]] e tegouezhas e Roma, a oa bet kuitaet gant an arme c'hall, da adlakaat ar pab en e wir. Met war-lerc'h un enebargadenn ar c'hallaoued e rankas an arme napolitan kilañ.
Linenn 45 ⟶ 42:
 
[[Rummad:Naplez]]
[[Rummad:Dispac'hStadoù gallsuj da Vro-C'hall]]
[[Rummad:Stadoù kozh Italia]]
 
[[de:Parthenopäische Republik]]