Republik partenopean : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
D rummadoù
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6:
Pa grogas an Dispac'h gall, ne ziskouezas ket [[Ferdinand I an Div Sikilia|Ferdinand IV roue Naplez]] nag e wreg, ar rouanez Maria Carolina, enebiezh vras ouzh an nevezenti; met war-lerc'h diskar an unpenniezh e Bro-C'hall e savjont kreñv a-enep, hag e [[1793]] e kemerjont perzh en unvaniezh kentañ a-enep Bro-C'hall. Heskinet e voe didruez ar re a veze diskred warne da vezañ a-du gant ar C'hallaoued. Kement-se ne viras ket ouzh ar soñjezonoù republikan da vont war-raok e-touez noblañsed ar vro.
 
E [[1796]] e voe sinet ar peoc'h gant Bro-C'hall , met e [[1798]], p'edo [[Napoleone Buonaparte]] en [[Egipt]], ha war-lerc'h trec'h [[Horatio Nelson|Nelson]] en [[emgann an Nil]], e oa Maria Carolina oc'h isañ Ferdinand da ziskleriañ brezel da v- Bro-C'hall ur wech ouzhpenn. Nelson e-unan a zigouezhas e [[Naplez]] e miz Gwengolo 1798, ha degemeret e voe war an ton bras. 70 000 soudard a oa bet dastumet buan ha buan d'ober arme Naplez dindan ar jeneral [[Aostria|aostrian]] [[Karl von Mack]]: d'an [[ 29 a viz Here]] e tegouezhas e Roma, a oa bet kuitaet gant an arme c'hall, da adlakaat ar pab en e wir. Met war-lerc'h un enebargadenn ar c'hallaoued e rankas an arme napolitan kilañ.
 
...
Linenn 42:
 
[[Rummad:Naplez]]
[[Rummad:Stadoù -suj da Vro-C'hall]]
[[Rummad:Stadoù kozh Italia]]