Mell-dorn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
 
E ISTOR
 
Hervez istourien 'zo, e oa bet krouet an handball e 1898 e Danemark gant gwellidigezh an "haandbold", c'hoariet war un dachenn vihan, ar memes hini hag hini ar "sept" hiziv-an-deiz.
E 1919, en doa kinniget Aotroù Carl Schellenz ur reizhadenn eus an trodball ha krouet an handball da 11 c'hoarier.
Linenn 24 ⟶ 25:
Reolenn3: Ar skipailh, ar chenchamantoù c'hoarier, an akiperezh
1.Ar skipailh
 
Ur skipailh e vez graet gant 12 c'hoarier. War an dachenn avat, nemet 7 outo a c'hoari, hag ar re all a chom war ar c'hostez.
E-penn-kentañ ar match, e rank pep skipailhdiskouez 5 c'hoarier d'an neubeutañ.
Pep skipailh zo aotreet da leuriañ 4 enor. An enorioù-se ne c'hellont ket bezañerlec'hiet e-pad an emgav. Unan anezho a rank bezañ pennkaor ar skipailh.
 
2.Ar chenchamantoù
Un erlerc'hier a c'hell mont war an dachenn e forzh peseurt mare eus ar c'hoari gant un doare adlavaret hep en em ziskouez dirak ar paotr e gronometr ha dirak ar sekretour.
Ur chenchamant direizh a vez kastizet hag e vez skarzhet kuit ar c'hoarier kablus.
Pa vez skarzhet kuit ur c'hoarier eus an dachenn ha ma'z e teu en dro e barzh, eo adkastizet gant ur skarzhamant 2 vinutenn.
 
3. An akiperezh
Holl c'hoarierien ur skipailh a rank kaout an hevelep dilhad.Dilhad eus ar skipailh a rank en em zikeñvelaat mat gant al livioù eus dilhad ar skipailh enep.