Delfin Risso : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 13:
 
An '''Delfin Risso''' a zo ar spesad beg-hir nemetañ er genad '''Grampus'''. Aes a-walc'h eo da anavezout abalamour d'ar roudoù gwenn war e gein, hag d'e benn hep beg astennet evel darn vrasañ ar begoù-hir. Tro 3 pe 4 metrad eo ur wech erruet d'an oad gour.
 
== Perzhioù ==
 
 
Delfin Risso a voe diskrivet da gentañ penn gant [[Georges Cuvier]] e [[1812]]. Anv ar spesad a zo o tont eus anv an aotrou Risso hag a ziskrivas al loen da [[Georges Cuvier|Guvier]], hag azalek an diskrivadenn-se e reas Cuvier e ziskrivadenn gentañ.
Anv boutin all delfin Risso a zo ar ''Grampus'' (anv ar genad), an anv-se a veze implijet a-raok evit komz eus an orked. N'eo ket gwall sklaer orin an anv grampus avat.
Dont a ra sur a-walc'h eus ur meskaj etre al latin ''grandis piscis'' pe eus ar galleg ''grand piosson''. An heulias ''griseus'' a zeu eus ar roudoù gris (lodennoù n'int ket bet kignet) eus korf ar beg-hir.
Mentet e vez peurvuiañ tro 3m, hogen, muzuliet ez eus bet hiniennoù tro 3,8 metrad. Evel darn vrasañ ar begoù-hir ez eo brasoc'h ar pared eget ar barezed. O mas a zo tro 300 kg, hag evit an hiniennoù ponnerañ e c'hell tizhout 500 kg.